Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/411

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
10 a Even
403
santez marc’harit, rouanez ar skos

ment a boan a gemeraz evit ober anezho bugale fur, ha deski d’ezho abred karet Doue euz a greiz ho c’haloun ha kaout heuz ha kaz ouz ar pec’hed. He foan ne oue ket kollet ; rak holl e rejont henor d’ho mamm dre ho c’homportamant vad, ha lod anezho zoken a zo henoret gant ann Iliz evel sent.

Goulskoude ar vertuz a remerket ar muia e Mac’harit oa he c’harantez evit ar beorien. Bemdez e roe da zibri da dri c’hant paour, hag hi ho zerviche he-unan var bennou he daoulin egiz pa vije bet ho flac’h pe ho matez. Goalc’hi a rea d’ezho ho zreid, hag eur fest oa evithi poket d’ho gouliou. Betek he dillad a rouanez hag he jadennou aour a ziouere gantho, ha meur a vech e c’houllonderaz tenzor ar roue evit pourvei d’ho ezommou.

Doue a zigasaz dezhi kroaziou pounner var fin he buez. Ar c’hroaziou-ze a oue, da genta, eur c’hlenved hag a badaz c’houec’h miz, ha goudeze maro he fried hag he mab hena, lazet ho daou er vrezel. Mes ar Zantez, e leac’h en em glemm, a drugarekea ann Aotrou Doue abalamour ma roe tro d’ezhi evelse da ober he furkator er bed-ma. Mervel a reaz he-unan d’ann dek a viz even euz ar bloaz 1093, ha kerkent he divoc’h, distrounket-holl gant ar c’hlenved, a viskaz adarre al liou flamm o devoa bet guech all.


SONJIT ERVAD

Setu ama eur rouanez hag a lakea he holl foan da ober tud fur euz he bugale, ha da zeski d’ezho abred karet ann Aotrou Doue ha kaout heuz ha kaz ouz ar pec’hed. Penaoz eta e c’hello beza direbech dirak Doue ar mammou a lavar n’o deuz ket amzer da gelenn ho re, var digarez ann tregas o deuz gant ho ziegez ? Darn zoken, ouspenn ma ’z int lezirek da zeski d’ezho ho c’hreansou, ne gemeront ket c’hoaz ar boan d’ho c’has d’ar c’hatekiz pe da skol ann Iliz. Ar seurt mammou-ze, hervez ann abostol sant Paol, a zo goasoc’h eged ar baianed.