Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/413

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
11 a Even
405
santez barnabas, abostol

oue roet eno evit ar vech genta ann hano a gristenien da ziskibien Jezuz-Krist. Etre daou e oue eur gernez vraz er Judee, ha tud fidel Antioch a reaz eur gest entrezho evit ar gristenien baour euz ar vro-ze. Sant Paol ha sant Barnabas a ieaz ho-unan da Jerusalem da gas ann arc’hant a ioa bet savet, hag enn eur zistrei ac’hano e tigaschont gantho Iann Mark, kenderv gompez da Varnabas.

Prest goude, ar Spered-Santel a lavaraz dispartia Paol ha Barnabas dioc’h ann diskibien all evit al labour en doa da rei d’ezho. Kerkent ann diskibien all en em lakeaz da iun ha da bedi, hag o veza astennet ho daouarn var benn ann daou abostol nevez, e lezchont anezho da vont el leac’h m’oant galvet gant ar Spered-Santel.

Paol ha Barnabas a redaz kalz broiou, ken dre zouar, ken dre vor, enn eur brezeg Jezuz-Krist d’ann holl, d’ar Iuzevien, da genta, ha goudeze d’ar baianed. E kear Listr e ouent kemeret evit doueou abalamour d’ar miraklou a reant. Mes ann daou abostol a skandalaz ar bobl enn eur lavaret : « — E petra e sonjit-hu da vihana ? Ni ne d-oump nemed tud eveldhoc’h. Mes deuet oump ama da zeski d’ehoc’h dilezel ann doueou-ze, ne d-int netra, evit adori ha servicha ar guir Doue en deuz krouet ann env, ann douar, ar mor, ha kement tra a zo ennho. »

O veza distro da Antioch, sant Paol ha sant Barnabas a asamblaz ar gristenien hag a gountaz d’ezho e pebez feson burzuduz en devoa ann Aotrou Doue benniget ho beach, ha penaoz en doa lakeat ive ar baianed da zigeri ho spered da sklerijenn ar feiz. Goudeze ez ejont ho daou da gonsil Jerusalem, hag enn eur zont ac’hano ec’h en em guitajont. Sant Paol a skoaz adarre etrezek ann Azii, ha sant Barnabas, er c’hountrol, a skoaz etrezek enez Chipr, he vro, asambles gant he genderv Iann Mark.

Enn enezenn-ma ec’h achuaz he vuez dre ar verzerenti e tro ar bloaz 61 goude donedigez hor Zalver. He gorf a oue kavet er bloaz 485, enn amzer ann impalaer Zenon, ha var boull he galoun edo Aviel sant Vaze.