Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/416

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
408
13 a Even
sant anton a badou

unnek a viz even euz ar bloaz 1479. Ar pab Aleksandr VIII, o veza bet testeniou sklear euz he viraklou, a lakeaz anezhan e renk ar Zent er bloaz 1690.


SONJIT ERVAD

Sant Iann a Zant-Fagondez, o veza c’hoaz krouadur, a lakea ar peoc’h etre ar vugale all euz he oad pa zave eunn trouz pe eur gasouni bennag entrezho, ha goudeze e teuaz ive a benn da unani tud Salamank a ioa e brezel ann eil ouz egile. N’e ket aoualc’h d’ehoc’h beva hoc’h-unan e peoc’h gant ho nesa ; labourit c’hoaz hervez ho kalloud da lakaat ar memes peoc’h etre ar re all, etre tud ho ti pe hoc’h amezeien. Evelse e viot euz ar re m’en deuz lavaret hor Zalver anezho : « Euruz ar re a gar ar peoc’h, rak hanvet e vezint bugale Doue. »





ann trizekved devez a viz even


SANT ANTON A BADOU, EUZ A URS SANT FRANSEZ
————


Ar zant-ma a ioa ganet e kear Lisboonn er Portugal, hag a oue savet e doujans Doue gant he dud. D’ann oad a bemzek vloaz, ez eaz enn eunn Urs chalonied hag a heulie reolenn sant Aogustin. Mes, o veza guelet digas da Goimbr korfou pemp manac’h euz a Urs sant Fransez, bet merzeriet enn Afrik, e c’houlennaz beza resevet enn Urs-ma, enn esper kaout ann dro evelse da veza merzer he-unan. Goude m’en devoue great he veuiou, e oue roet kounje d’ezhan da vont d’ann Afrik ; rag he galoun a verve ato gant ar c’hoant en doa da skuill he c’hoad evit Jezuz-Krist. Mes koueza a reaz klanv enn hent hag e renkaz dont var he giz. Goulskoude ne zistroaz ket d’ar Portugal : poulzet e oue gant ann avel var aochou ar Sisiil.

Ac’hano ez eaz da Asiz da velet sant Fransez, hag euz a Asiz e oue kaset da gouent Menez-Paol e kichen Bologn. Eno e tremene he holl amzer o pedi, o vedita, hag o kastiza he gorf dre bep seurt pinijennou. Petra bennag m’oa beleg dija, e oue lakeat da ober al labouriou distera