Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/423

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
16 a Even
415
sant iann-fransez rejis


asambles gant he les-vamm evit difenn ar verc’h keaz mar bije red ; rak truez o doa outhi. Hogen, Jermana a ioa o neza, ha setu he les-vamm o vont da zispaka he zavancher, a ioa tronset gant-hi. Kerkent, o burzud ! e leac’h bara, e oue guelet bokedou kaer ha skeduz o koueza euz ann tavancher-ze, hag ann dra-ma a ioa e kreiz ar goanv!...

Heb dale ne oue ken brud e Pibrak ha tro var dro nemed euz a virakl ar bokedou, ha divar neuze Jermana ne oue hanvet mui nemed ar Zantez. Lorans Kousin, o veza klevet menek euz ar pez a ioa erruet, a ziskleriaz grons d’he c’hreg e felle d’ezhan hiviziken e vije great kement a stad euz he verc’h kosa hag euz he vugale all. Mes Jermana a lavaraz d’he zad oa guell ganthi mont ato da gousket el leac’h ma veze kent. Eno, var he c’huchenn geuneud seac’h, e oue kavet maro eur vintinvez d’ann oad a zaou vloaz var’nn ugent : ar mouzc’hoarz a ioa c’hoaz var he muzellou, hag he daouarn a ioa e kroaz var he stomok. Ar miraklou braz, hag eleiz anezho, a zo c’hoarvezet var he bez, o deuz great d’ar pab Pi Nao he lakaat e renk ar Zent er bloaz 1867.


SONJIT ERVAD

Nag a vugale a zo c’hoaz hirio hag a vez great goall vuez d’ezho gant ho les-tad pe ho les-vamm ! Ar re-ma a dlefe gouzout goulskoude e kouezint abred pe zivezad etre daouarn Justis Doue, ha mar bezont bet didruez e kenver ar vugale m’oant karget da zevel, Justis Doue a vezo ive d’he zro didruez enn ho c’henver. Al les-tad pe al les-vamm a ouie oa bugale enn ti. O veza eta kemeret ar beac’h gant ho guiziegez e tlient hen dougen a volontez vad.





ar c’houezekved devez a viz even


SANT IANN-FRANSEZ REJIS
————


Iann-Fransez a ioa ganet enn eskopti Narboonn e Frans er bloaz 1597. Ne oa c’hoaz nemed pemp bloaz pa glevaz he vamm eunn deiz o lavaret hano euz a boaniou