Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/426

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
418
17 a Even
sant herve, kloarek
SONJIT ERVAD

Sant Iann-Fransez Rejis a reaz eur retred evit anaout ar stad a vuez m’oa galvet d’ezhan gant Doue. Setu aze petra dlefac’h da ober ive, tud iaouank, abarz en em staga dre eul liamm ha n’euz nemed ar maro hag a c’hellfe he derri. It d’ar retred da c’houlenn kuzul ha sikour digant Doue. Eno Doue a roio sklerijenn d’ho spered ha nerz d’ho kaloun, ha mar d-eo he volontez e chomfac’h er bed, e tesko d’ehoc’h er memes amzer ann tu d’en em zantifia dre ar grasou braz a zalc’h prest evidhoc’h e sakramant ar Briedelez.





ar seizved devez a viz even


SANT HERVE, KLOAREK
————


Ar zant-ma a ioa ganet e maner Lanrioull e Guitevede, teir leo dioc’h Kastell. He dad hag he vamm a ioa ho daou tud a zoujans Doue. Ne oa nemed pemp bloaz pa varvaz he dad ; mes Rivanon, he vamm, ne espernaz netra evit rei d’ezhan eur gelennadurez kristen. Ar paotrik keaz a ioa ganet dall ; mes mard-oa serret daoulagad he gorf, daoulagad he spered a ioa digor mad, e teske ar pez a garie, ha var a gounter, d’ann oad a zeiz vloaz e c’houie dija dindan evor levr ar zalmou hag ann himmou a vez kanet enn iliz.

E tro ar mareou-ze. Doue a reaz meur a virakl enn he genver, hag ann dra-ma a ziskouez peger santel oa dija enn he vugaleach. O veza m’oa dall, e renke kaout unan bennag d’he ren dre ann dorn, hag ann hini a ioa karget euz ann dra-ze a ioa he hano Guiharan. Eunn devez eta m’edo o vont da bourmen gant hema, eur vandenn haillouned a reaz goab anezhan, enn eur lavaret : « — Ma’z ez-te, Dallik ? Ma’z ez-te, Dallik ? »

Ar prophet Elisee guech all, o klevet bugale o krial Moalik varnhan abalamour m’oa disto he benn, enn devoa galvet loaned gouez da zont varnho euz a eur c’hoat a ioa e kichen. Herve ne reaz ket evelse d’ar re a lavare Dallik d’ezhan ; mes goulenn a eure digant Doue