Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/427

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
17 a Even
419
sant herve, kloarek

ne c’helljent mui kreski, ha Doue a zelaouaz he bedenn : ar vugale-ze a jomaz ato bihan evel korriked.

Goude beza bet kelennet mad gant he vamm, Herve a oue kaset c’hoaz d’ar skol gant eur manac’h santel, he hano Marchian. Chom a reaz seiz vloaz gant ar manac’h-se, ha dont a eure da veza ken habil var ar c’han ha var ar grammer ma’z oa treac’h d’ann holl skolaerien all. Goudeze ez eaz da gaout sant Ulfol, he eontr, a ioa oc’h ober he ermitach enn eunn tu bennag e Leon.

Sant Ulfol a lavaraz d’ezhan: « — Ho mamm a zo klanv ; mes arabad e d’ehoc’h finval ac’hann evit ann dra-ze, p’e guir oc’h euz kement a ziezamant o vale. Me zo o vont d’he guelet da genta, ha dioc’h ma vezo, me deui d’ho kerc’hat ama. Da c’hortoz, achuit al labour a zo da ober var dro va ermitach. »

Sant Ulfol en doa eunn azenn evit ober he labour. Mes eunn devez m’edo Herve o pedi er chapel, ann azenn-ze a oue taget ha debret gant ar bleiz, kaer en doa Guiharan krial var hema. Herve a deuaz er meaz euz ar chapel da c’houlenn petra ioa a nevez ; Guiharan a gountaz d’ezhan, hag ar Zant a zistroaz da bedi. Kerkent, setu ar bleiz a benn herr d’ar chapel, a ioa chomet digor. « — Diouallit! eme Viharan da Herve, ema ar bleiz o vont d’ehoc’h. » « — N’e ket c’hoant ober drouk eo en deuz, eme ar Zant, c’hoant ober vad eo. Krogit ennhan ha stargnit, anezhan e plas ann azenn evit ma raparo ar gaou en deuz great ouz va eontr. » Guiharan a zentaz, hag ar bleiz a lezaz he stargna hag a reaz hiviziken labour ann azenn.

Prest goude, e teuaz sant Ulfol da gerc’hat Herve da vont da gaout he vamm. Houma a ioa dija dare da vervel. Ar Zant en devoue ann eur da reseo he bennoz hag he huanad diveza, ha goudeze e chomaz eur pennad mad el leac’h m’oa bet enterret, da lavaret eo, e Lanhouarne. Eno e veze noz-deiz o pedi var bez he vamm, hag e rea skol d’ar vugale divar dro. Mes ar respet hag ann istim o doa ann holl evithan abalamour d’he zantelez ha d’he viraklou a reaz d’ezhan kaout c’hoant d’en em denna enn eur plas all.