zer ar prizoun o tregarni gant hirvoud ha gouelvan ho zad hag ho mamm ; ho friejou hag ho bugale, Mark ha Marsellian o doa beac’h oc’h herzel mui hag ho c’haloun a venne mankout. Mes sant Sebastian a ioa eno, hag ar zant-ma a roaz d’ezho eunn nerz nevez. « — Soudarded Jezuz-Krist, emezhan, sonjit er gurunenn gaer a zo ouz ho kortoz enn env, ha ne d-it ket da drei kein d’ar baradoz dre druez ha dre garantez evit ho tud. Ah! ma anavezfe ar re-ma ar virionez egiz m’he anavezit, e leac’h lenva, dridal gant ar joa eo a rafent hirio. Hi a gred n’euz netra goude ar maro ; mes ma c’houfent ez euz eur vuez all goude houma, me zo sur e rafent ive kement a zo enn ho galloud evit meritout ar vuez-se. »
Ar pez a lavare sant Sebastian a ioa guir. Tad, mamm, gragez ha bugale Mark ha Marsellian, o veza bet kelennet gant ar zant-se var ar relijion gristen, a zigoraz ho daoulagad da sklerijenn ar feiz. Dre ar miraklou a rea, Sebastian a lakeaz ive mestr ha mestrez ann ti, a zerviche da brizoun d’ann daou vreur, ha betek zoken ar prefet Kromaz, da zilezel servich ann doueou faoz. Neuze Kromaz, deuet da veza kristen, a lezaz Mark ha Marsellian da zistrei d’ar gear.
Mes prest goude e oue kroget ennho adarre dre urs ar prefet Fabian, a ioa bet hanvet e plas Kromaz, hag enn dro-ma e ouent staget ouz eur vezenn var bouez tachou hirr ha lemm sanket enn ho zreid. Ar prefet a lavaraz d’ezho : « — Chom a reot evelse ken n’o pezo kinniget ezans d’ann idolou. » Mes, e leac’h respount, hi en em lakeaz da gana ar zalm : « Ecce guam bonum et quam jucundum habitare fratres in unum ! Pegen dous ha pegen dudiuz eo evit breudeur beza evelhenn asambles! » A benn peder heur var’nn ugent goude, Fabian a roaz urs da dreuzi ho c’hostez gant eunn taol lans, ha dre ar gouli a reaz ann taol lans-ma ho eneou a nijaz rak ehun d’ar baradoz. Ho merzerenti a erruas e tro ar bloaz 286.