lakeat d’ar maro dre urs Antonina, greg Belizer, d’ann 20 a viz even euz ar bloaz 538. Doue a ziskleriaz he zantelez dre ann niver braz a viraklou a c’hoarvezaz var he vez.
Ar jeneral Belizer, ann hini a gasaz ar pab santel Silver euz a Rom evit senti ouz ann impalaerez Theodora, hag hen lakeaz adarre etre daouarn he enebourien pa oue digaset enn dro dre urs ann impalaer Justinian, a oue skoet er bed-ma zoken gant dorn ann Aotrou Doue. Dont a eure da veza paour ha dall, ha n’en doa mui nemed ann aluzenn evit beva. Enn hon amzer-ni, ar re goz o deuz guelet ive Napoleon Kenta, goude beza dalc’het Pi VII prizounier epad pemp bloaz ha beza lamet diganthan he dammik rouantelez, o renkout kuitaat he hini d’he dro evit mont da vervel pell-pell var eur garrek e kreiz ar mor braz. Ha ni on euz guelet goudeze Napoleon Trede, ar penn-kaoz ma ne oue lezet gant Pi IX nemed he balez evit servichout d’ezhan da brizoun, great he-unan prizounier gant ar Prusianed heb esper ebed mui da zistrei e Frans evel impalaer. Setu aze petra c’hounezer o klask didroni ar pabed !
oiz Gonzag a ioa ganet enn Itali er bloaz 1568. He
dad hag he vamm a ioa tud a lignez huel, mes tud
a relijion oant ive. Kenta tra a zeskaz he vamm d’ezhan
a oue ober sin ar groaz, lavaret ann hanoiou santel a
Jezuz hag a Vari, karet Doue euz a greiz he galoun ha
kaout aoun rak ar pec’hed. Dont a reaz evelse da veza
ken devot enn he vugaleach ma veze guelet aliez oc’h
en em denna a gostez da lavaret he Bater enn eur c’horn
tro bennag.
Ne oa c’hoaz nemed pevar pe bemp bloaz pa’z eaz gant he dad da Gazal, el leac’h ma’z oa eur maread soudarded. Hogen, o klevet al leou-douet hag ar blasfemmou a laoske ar re-ma, ec’h en em lakeaz ive da ober eveldho. Ar paotrik keaz ne c’houie ket petra lavare, ha