Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/446

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
438
25 a Even
sant guillou, abad

rouantelez Napl ; rak niver he ziskibien a greske bemdez. He viraklou eo a ioa kaoz. Rei a rea ar prezeg d’ar re vud, ar c’hleved d’ar re vouzar, ar cherzed d’ar re gamm ; dioc’h a bep seurt klenvejou e vezet pareet ganthan, betek zoken dioc’h ar re ne oa louzou ebed outho. Chench a eure ive ann dour e guin evel hor Zalver enn eured Kana, hag ober a reaz c’hoaz eleiz a vurzudou evel hennez.

Rojer, roue Napl, o veza klevet menek anezhan, her galvaz da vont d’he balez. Epad m’edo eno, eunn introun vraz a glaskaz he zougen d’ar pec’hed. Guillou a respountaz d’ezhi: « — Deuit d’am c’haout e verr d’ann heur-ma’nn heur, » hag ann introun a erruaz d’ann heur merket. Mes peger mantret ne oue-hi ket pa velaz ar Zant gourvezet var glaou beo. Ar glaou beo-ze a lakeaz ann introun da skrija ; diroll a reaz da vouela enn eur c’houlenn pardoun euz he fec’hed hag hiviziken e renaz eur vuez ker santel ha ker pinijennuz ma veritaz beza lakeat goude he maro e renk ar plac’hed euruz.

Guillou ne espernaz netra evit lakaat ar roue Rojer da zelc’her urs vad enn he balez hag enn he rouantelez, hag evit ober d’ezhan beza ato leal e kenver he zujidi ha sentuz e kenver ann Iliz. Mes, o c’houzout e tostea he heur diveza, ar Zant en em dennaz e kouent Guglieto, hag eno e varvaz e peoc’h er bloaz 1142, goude beza lavaret d’he ziskibien he enterri gant ann dillad a ioa enn dro d’ezhan.


SONJIT ERVAD

Ar glaou beo m’oa gourvezet sant Guillou varnho a lakeaz da skrija ann introun e devoa klasket he zougen d’ar pec’hed. Goulskoude, petra eo tan ar bed-ma e skoaz tan ann ifern ? Tan ar bed-ma ne bad nemed eur pennad, tan ann ifern a bado da virviken, hag eur pec’hed marvel hebten a zo aoualc’h evit beza koundaonet d’ann tan-ze. Pa viot eta tentet da offansi Doue dre eur pec’hed marvel bennag, livirit ennhoc’h hoc’h-unan : « — Ha mont a rinn-me, evit eur blijadur verr, evit eur vogedenn a henor, evit eur c’hounidegez dister, d’en em lakaat e riskl da leski da viken e tan ann ifern ? »