Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/448

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
440
26 a Even
sant iann ha sant paol

ann impalaered all enn he raok. Mes hi a respountaz krak ha berr : « — Ni on euz servichet ann impalaer Konstantin hag he vugale abalamour ar re-ze a ioa ho-unan servicherien da Jezuz-Krist. Evit Julian avad, ne fell ket d’eomp he zervicha ; rak ne d-eo nemed eunn treitour e kenver Doue hag e kenver Jezuz-Krist, p’e guir eo en em droet da adori ann idolou, hag hen badezet. »

Julian a ieaz enn egar pa glevaz petra o doa respountet ann daou vreur kalounek. Evelato e Yoaz d’ezho dek devez evit ober ho zonj. « — Ma ne fell ket dezho, emezhan, kinnig ezans d’ann doueou a benn ann dek devez-se, n’o deuz nemed ar maro da c’hortoz. »

Iann ha Paol a dremenaz ann amzer o doa c’hoaz dirazho o pedi Doue hag oc’h ingala ann nemorant euz ho arc’hant etre ar beorien. Dann dekved devez, Terensian, unan euz a offiserien ann impalaer, a erruaz enn ho zi gant patrom pe imach Jupiter, roue ann doueou faoz. « — Adorit ann idol-ma, eme ann offiser, pe me ia d’ho lakaat d’ar maro. » « — Ni adori ann diaoul ! eme ann daou vreur kristen ; biken ! Ni ne adoromp nemed ar guir Doue, ann hini enn deuz great euz a netra ann env hag ann douar hag a zo eunn Doue e tri ferson, ann Tad, ar Mab hag ar Spered-Santel. »

Var ar respount-se, Terensian ho dibennaz ho daou enn ho zi da nav heur noz ; rak aoun en doa na vije savet freuz etouez ar bobl ma vijent bet dibennet enn deiz ha dirak ann holl. Goudeze e reaz enterri ho c’horfou dre guz hag e klaskaz rei da gredi oant bet kaset kuit euz ar vro. Mes ann drouk-sperejou ho-unan a ziskuillaz ar pez a ioa bet great d’ezho, hag ar miraklou a c’hoarvezaz var ho beziou a lakeaz mab Terensian ha Terensian he-unan da anaout ar virionez euz ar relijion gristen. Merzerenti ann daou zant-ma a erruaz e bloaz 362 goude donedigez hor Zalver.


SONJIT ERVAD

Sant lann ha sant sant Paol ne felle ket d’ezho mont e servich ann impalaer Julian abalamour n’en doa ar prins-ma troet kein da Jezuz-