Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/450

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
442
27 a Even
sant irenee, eskop ha merzer

mor, Irenee a oue digaset e Frans gant sant Polikarp evit sikour sant Pothin, eskop Lion. Sant Pothin a roaz d’ezhan ann Ursiou sakr, ha kerkent ec’h en em lakeaz da brezeg gant kalz a nerz ha da zifenn ar feiz katholik a enep ann heretiked hag ar baianed.

Sant Pothin o veza achuet he vuez dre ar verzerenti, sant Irenee a oue choazet evit delc’her he blas. Hogen, diskouez a eure kement a furnez evel eskop, hag he gomzou, he aliou hag he bedennou a zougaz kement a frouez, m’en devoue ann eur da c’hounit da Jezuz-Krist, n’e ket hebken holl dud Lion, mes c’hoaz eur maread euz ar re a ioa o chom er c’heariou all divar dro.

D’ar mare-ze, eskibien ann Azii n’en em glevent ket gant ar pab divar benn ann deiz ma tliet selebri gouel Pask. Enn Azii e selebret ar gouel-ma d’ar pevarzekved devez euz a loar veurs, hag ar pab a lavare ne dliet her selebri nemed d’ar zul varlerc’h.

Prest oa dija da deuler ann eskummunugenn var ar re ne zentchent ket outhan ; mes sant Irenee hen dizaliaz enn eur skriva d’ezhan : « — Tad santel, perak koundaoni eskibien ann Azii evit eur c’hiz hag a ioa heuliet er vro-ze enn ho raok? » Ar pab azelaouaz sant Irenee, hag eskibien ann Azii a gendalc’haz da zelebri gouel Pask d’ar pevarzekved devez euz a loar veurs betek konsil Nisee. Ar c’honsil-ma avad a zifennaz ne vije hiviziken selebret ar gouel-ze e nep leac’h nemed d’ar zul varlerc’h.

Sant Irenee ne ehane da ober brezel da fals kredennou ann heretiked; mes ann dra-ze ne vire ket outhan da garet ann heretiked ho-unan.« — Ho c’haret a reomp, emezhan, enn eur feson talvoudusoc’h evit ho zilvidigez eget n’en em garont ho-unan; rak mar d-oump avechou rust enn ho c’henver, ne d-eo nemet evit parea gouliou ho ene ha lamet ann ourgouill euz ho c’haloun, abalamourann ourgouill-ze eo arpenn-kaoz euz ho aheurtamant. »

Ar zant-ma en deuz skrivet kalz levriou; mes ann darn vuia anezho a zo kollet, ha ne jom mui nemed unan hag a zo pemp lodenn ennhan. Enn drede lodenn