Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/453

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
29 a Even
445
sant per, prins ann ebestel

seitek devez goude m’oa bet hanvet da bap. Eur c’heuz braz a oue d’ezhan, n’e ket e Rom hebken, mes e kement korn a ioa er bed katholik.


SONJIT ERVAD

Sant Leon a ioa leun a zousder hag a vadelez e kenver ar re a anzave ho faot gant humilite ; mes er memes amzer e c’houie beza rust e kenver ann dud ourgouilluz a jome aheurtet enn ho fals kredennou. Tadou ha mammou, mistri ha mestrezed, kemerit skouer diouthan. Bezit ato prest da bardouni d’ho pugale pe d’ho servicherien pa ziskouezint kaout eur guir volontez da veza furoc’h hiviziken ; mes ive bezit rust enn ho c’henver mar kendalc’hont da veva enn ho roll, ha da ober ho fenn ho-unan enn despet d’ho kenteliou ha d’hoc’h aliou mad. O veza re jentil outho neuze, e teufac’h d’en em zaoni asambles gantho. Bea zo gouliou ha ne c’heller da barea nemed o lakaat ann tan varnho pe ann houarn ruz.





ann naved var ’nn ugent a viz even


SANT PER, PRINS ANN ERESTEL
————


Sant Per a ioa ganet e Bethsaid er Galilee, hag a ioa pesketaer dre vicher. He hano kenta oa Simon, ha Iann pe Jonas, hano he dad. Andre, he vreur kosa, o veza bet ann eur da velet Jezuz, a lavaraz d’ezhan enn eur erruout er gear : « — Ema kavet ar Mesias ganeomp, » ha raktal her c’hasaz ive d’al leac’h m’edo hor Zalver. Hogen, Jezuz hen digemeraz enn eur lavaret : « — C’houi eo Simon, mab Jonas ; mad, hiviziken e viot hanvet Per. » Ar ger Per a zinifi Mean. Goulskoude sant Per ne jomaz ket dioc’htu gant hor Zalver, na sant Andre ken nebeut.

A benn eunn tachad goude, ann daou vreur a ioa o