Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/46

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
38
15 a C’henver
sant paol, kenta ermit

oa den, ebed o chom. « — Poent e d’ehoc’h hasta affo, eme ar vouez, mar oc’h euz c’hoant d’he velet. »

Kerkent ha goulou-deiz, sant Anton en em lakeaz enn hent, eur vaz ganthan enn he zorn. Bale a reaz epad daou zevez dioc’htu heb gouzout da be leac’h ez ea. Da fin ann eil devez, e tremenaz ann noz holl o pedi, ha pa darzaz ann trede deiz, e velaz eur menez dirazhan, hag e traon ar menez-se e kavaz eur c’havarn. Ar c’havarn-ma a ioa du ha tenval, mes ar Zant a ieaz ebars evelato enn eur vale goustadik. Abarz ar fin e remerkaz eur sklerijenn a bell, hag hen mont etrezek ar sklerijenn-ze enn eur astenn he vaz. Hogen, he droad a stokaz ouz eur mean bennag, hag a reaz trouz. Sant Paol a glevaz ann trouz-ma, ha raktal e serraz he zor, en doa lezet digor, hag e prennaz anezhi dioc’h ann diabarz : (euz a ermitach sant Paol eo e teue ar sklerijenn en doa remerket sant Anton).

Ar zanl-ma a c’hourvezaz var ann treujou, hag a jomaz eno betek goude kreisteiz enn eur c’houlenn digor heb ehana. Sant Paol a zigoraz erfin, hag ann daou zant en em vriataz gant karantez enn eur drugarekaat Doue, hag enn eur lavaret ho hano ann eil d’egile. Goudeze ec’h azezchont eur pennad da gaozeal.

Sant Paol n’en doa lavaret ger ouz den ebed dek vloaz ha pevar-ugent a ioa. Hen eo a gomzaz da genta evel-henn : « — Setu ama ann hini oc’h euz klasket gant kement a boan; he gorf torret gant ar gozni a zo dija prest da vont e poultr hag e ludu. Mes livirit d’inn, mar plij, penaoz ez a ar bed. Sevel a reer ato tiez nevez er c’heariou? Piou a zo impalaer brema? Ha be’z ez euz ato tud dall aoualc’h evit adori ann drouk-sperejou? »

Goude beza respountet d’ar goulennou-ze, sant Anton a c’houlennaz d’he dro ouz sant Paol perak oa en em dennet el leac’h ma edo, pegeit a ioa abaoue m’oa deuet di, pe oad en doa ha penaoz e veve. Evit ober plijadur da zant Anton, sant Paol en em lakeaz neuze da gounta d’ezhan he vuez.

« Euz ann Thebaid oa ginidik, ha goude beza great he