Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/472

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
464
6 a C’houere
sant trankuillin, merzer



ar c’houec’hved devez a viz gouere


SANT TRANKUILLIN, MERZER
————


Trankuillin oa tad sant Mark ha sant Marsellian, a reer ho gouel d’ann trivac’h a viz even. Hen a ioa c’hoaz paian petra bennag m’oa he zaou vab kristenien leun a feiz, ha pa oue koundaonet ar re-ma d’ar maro gant ar prefet Kromaz, ec’h obtenaz ma vije gortozet eur miz abarz ho dibenna, enn esper ober d’ezho adori ann idolou epad ann amzer-ze. Mes ar c’hountrol eo a erruaz ; rak, o veza bet kelennet gant sant Sebastian, Trankuillin a anavezaz he-unan ar virionez eur ar relijion gristen, hag he c’hreg, he verc’hed-kaer hag he vugale-vihan a gemeraz skouer diouthan.

Hogen, he c’hreg, he verc’hed-kaer hag he vugale-vihan a oue badezet prest goude gant ar belek Polikarp ; mes hen ne oue ket badezet asambles gantho. Ar remm a ioa krog enn he ilizi unnek vloaz a ioa, hag ann dra-ze a rea kement a boan d’ezhan ma c’houzanve veac’h beza douget. Kaset e oue goulskoude da vadezi enn eur feson bennag. Mes d’ar mare-ze e veze roet ar vadiziant o souba ar c’horf holl enn dour, ha diez braz e oue diviska he zillad diganthan.

Neuze ar belek Polikarp a c’houlennaz outhan ha kredi a rea euz a greiz he galoun e c’helle Jezuz-Krist he barea ha pardouni d’ezhan holl bec’hejou he vuez tremenet. Trankuillin a respountaz a vouez huel :

« — Kredi a rann euz a greiz va c’haloun eo Jezuz-Krist Mab da Zoue, hag e c’hell rei d’inn iec’hed ar c’horf ha iec’hed ann ene. Mes, gant ma pardouno d’inn va fec’hejou, ne rann ket a fors hag e chomfenn ato klanv goude beza resevet ar vadiziant. »

Eunn hevelep respount a reaz eur blijadur vraz d’ann dud fidel a ioa var al leac’h, ha setu hi d’en em strinka