d’ann daoulin raktal evit pedi ann Aotrou Doue da rekoumpansi feiz Trankuillin enn eur rei d’ezhan var eunn dro iec’het ar c’horf ha iec’het ann ene. Ho fedenn a oue selaouet, ha Trankuillin en em gavaz pare var ann heur : diskenn a c’hellaz he-unan e pinsin ann dour da vadezi heb kaout sikour digant den.
Etre daou e oue galvet dirak ar prefet Kromaz ; rak echu oa ann termen roet d’ezhan evit lakaat he zaou vab da ginnig ezans d’ann idolou. « — Ac’hanta, eme ar prefet, petra oc’h euz da lavaret d’inn euz ho taou vab ? Treac’h oc’h bet d’ezho abarz ar fin ? » Trankuillin a respountaz : « — Ho trugarekaat a rann, Kromaz, abalamour m’oc’h euz gortozet eur miz gantho ; rak epad ann amzer-ze me a zo deuet ive da veza kristen ha bet em euz, ouspenn, ar c’hras da veza pareet dioc’h ar remm a ioa krog ennon abaoue keit all. »
Ar c’homzou diveza-ma a ieaz doun e kaloun ar prefet ; rak hen en doa ive ar c’hlenved-se. Goulskoude ne ziskouezaz netra abalamour ma’z oa paianed all eno ; mes ordren a reaz kas Trankuillin d’ar prizoun enn eur lavaret e vije barnet divezatoc’h. Pa deuaz ann noz avad, e lakeaz he gerc’hat ac’hano dre guz evit klevet ganthan petra en doa great evit en em barea dioc’h ar remm. « — N’em euz great netra, eme Drankuillin, nemed kredi e Jezuz-Krist, ha mar kirit me zigaso ive d’ho kaout ann hini en deuz desket dinn al louzou-ze. » Kromaz o veza asantet, Trankuillin a ieaz da glask Sebastian, hag ar zant-ma a c’hounezaz ive d’ar feiz ar prefet hag he vab Tiburs.
Heb dale e oue muioc’h a veac’h c’hoaz var ar gristenien, hag eur maread anezho en em dennaz er meaz euz a gear evit savetei ho buez. Mes Trankuillin hag he vugale a jomaz e Rom asambles gant sant Sebastian hag ar pab. En em zastum a rejont holl e palez ann impalaer he-unan, e ti eunn offlser a ioa he hano Kastul, hag enn ti-ma e tremenent ho amzer o pedi hag o iun da c’hortoz ar pez a blichese gant Doue a c’hoarvezche gantho.
Eunn devez, e klevchont lavaret oa bet merzeriet santez Zoe, greg Nikostrat, abalamour m’oa bet kavet daou-