vicho d’ehoc’h nemed d’en em goll hoc’h-unan. » « — Ma vemp sempl aoualc’h, eme Zilvan, evit kaout aoun rak ar maro, ne vemp ket espernet gant justis Doue ; rak gouzout a reomp peger rust e vezo ar justis-se e kenver ar bec’herien. Mes gouzout a reomp ive pebez gloar a roio d’ar re just, ha setu perak e chomomp bepred stard enn hor feiz. »
« — O pezet damant d’ho iaouankiz, eme ar prefet neuze da Aleksandr, ar pemped ; sentit ouz ann impalaer, evit beza deuet mad ganthan ha savetei ho puez. » « — Me zo servicher da Jezuz-Krist, a respountaz Aleksandr ; bez’ ema ato em c’haloun dre he c’hras, ha ne ehanann d’he adori. »
« — Evidhoc’h-hu, Vital, me zo sur ne garfac’h ket mervel, » a lavaraz goudeze ar prefet d’ar c’houec’hved. « — Piou, eme Vital, a glask ar vuez vella, pe ann hini a zervich ar guir Doue, pe ann hini a zervich ann drouk-sperejou? » « — Petra eo ann drouk-sperejou? » eme Bublius. « — Ann doueou a ador ar baianed, » eme Vital.
Ar prefet a lavaraz erfin da Varsial, ann diveza : « — Ker e kousto d’ehoc’h mont a enep urs ann impalaer. » « — Ar re a ador ann drouk-sperejou a gousto keroc’h d’ezho c’hoaz, a respountaz Marsial ; rak, emezhan, kement hini ne anavez ket Jezuz-Krist evit ar guir Doue a vezo stlapet enn tan, hag ann tan-ze ne vougo biken. »
Publius a ioa mantret ha sebezet-holl o klevet respounchou ar seiz breur. Ar respounchou-ma hag hini ho mamm o veza bet lakeat dirak daoulagad ann impalaer, Antonin a gargaz pevar barner all da zougen ar zetans, ha Felisite hag he bugale a oue koundaonet d’ar maro. Janvier, ar c’hosa euz ar re-ma, a oue skourjezet gant fouetou ploumm ken na laoskaz he huanad diveza. Felis ha Philipp, ann eil hag ann trede, a oue lazet a daoliou baz. Silvan, ar pevare, a oue beuzet enn Tibr, hag ann tri all, Alesandr, Vital ha Marsial, a oue dibennet. Ho merzerenti a erruaz er bloaz 164 varlerc’h donedigez hor Zalver.