Felisite a velaz he zeiz mab o vervel, hag a oue dibennet he-unan pevar miz goude. Lavaret a c’heller eta e oue eiz guech merzerez ; rak maro peb hini euz he bugale en devoa great kement a boan d’ezhi hag he maro he-unan.
Oh! nag euruz eo ar vamm e deuz roet d’ann env ken aliez a zant hag a grouadur e deuz bet. Hounnez eo gloar Felisite, ha kalz a vammou o defe c’hoaz hirio ar joa hag ann henor-ze ma karfent, evel ar zantez-ma, deski abred d’ho bugale ober fae var draou ar bed hag ho boaza da drei aliez ho spered hag ho c’haloun varzu Doue hag ar baradoz. Eleiz a gerent a glever o klemm rak m’o deuz bugale dizuj. Mes, outho ho unan e tlefent en em gemeret. Brema koulz ha guech all ann dud iaouank a ve fur ma karfet ho c’helenn e doujans Doue.
hurian pe Thivisio a ioa ganet e Lanvollon enn eskopti
Sant-Briek. Var a gounter he dad hag he vamm
a ioa tud pinvidik hag a lignez huel ; goulskoude ne oue
ket kaset d’ar skol enn he vugaleach. Mes, pa oue deuet
da baotr iaouank, ez eaz anezhan he-unan da gear Dol,
enn esper tremen eno ann nemorant euz he vuez tost da
vez sant Samson ; rak eunn devosion vraz en doa evit
ar zant-ma.
En em lakaat a eure da genta e servich eunn den divar ar meaz, hag ann den-ze her c’hasaz da ziouall ann denved. Hogen, diez oa he spered abalamour ne c’houie ket lenn ; mes eur c’hloarek bennag a zeskaz d’ezhan he lizerennou, ha zoken ar grammer hag eur sklabez latin. Neuze, epad ma veze gant he loaned, e kane salmou hag himmou ann Iliz ken a dregarne ganthan ar vro holl tro var dro.