Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/490

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
482
13 a C’houere
sant anaklet, pab ha merzer

ann Ursiou dirak ann holl dud fidel asamblet. Erfin, ar veleien, ann avielerien hag ann abostolerien o devoue difenn, euz he berz, da zougen bleo hirr.

Evit diskouez he anaoudegez vad e kenver sant Per, abalamour m’en doa great eur c’hristen hag eur belek anezhan, sant Anaklet a lakeaz sevel eunn iliz var he vez, ha dre eun taol euz a Brovidans Doue ann iliz-ma a jomaz ato enn he za e kreiz ar persekusionou. Lakaat a reaz ive kempenn plasou a gostez evit enterri ar pabed a deuje var he lerc’h, hag enn holl guerejou ar gristenien e choazaz plasou a henor evit enterri ar verzerien.

Ar zant-ma a echuaz he-unan he vuez dre ar verzerenti e tro ar bloaz dek pe zaouzek ha kant, goude beza gouarnet ann Iliz epad nao bloaz, tri miz ha dek devez. Skrivet en deuz eunn nebeut liziri, el leac’h ma komz euz a c’halloud ar pab : merka a ra ennho ne c’hell ar pab beza barnet nemed gant Doue hebken.


SONJIT ERVAD

Enn amzer genta euz ann Iliz, ar gristenien a iea bemdez d’ann offerenn hag a gommunie holl enn offerenn-ze : ar re glanv a veze kaset ar gommunion d’ezho d’ho zi. Pa veze muioc’h a veac’h var ann dud fidel, ar re-ma o doa kounje zoken da gas hostiou konsakret gantho d’ar gear, evit en em gommunia ho-unan ma vijent paket, taolet er prizoun ha koundaonet d’ar maro. Ar gommunion eo a roe nerz d’ezho da anzao ho feiz dirak ar varnerien heb aoun ebed, ha da vervel gant joa evit Jezuz-Krist.

N’euz ket par d’ar gommunion ken nebeut evit rei nerz d’ann den da drec’hi he dechou fall. Klevet e vez avechou tud o lavaret : « — Me garfe ervad chench buez, mes n’ounn ket evit va zech. » « — N’e ket souez ne veac’h ket evit ho tech ma ne d-it da govez ha da gommunia nemed eur vech pe ziou er bloaz. Penaoz e iell d’ehoc’h-hu beza pare ma ne implijit ket al louzou a renkit da gemeret evit parea? » H^Mes, eme c’houi, me n’ounn ket santel aoualc’h evit kommunia ken aliez-se. » « — Selaouit petra lavar var gement-ma sant Fransez a Zal. « Daou seurt tud, emezhan, o deuz ezomm da gommunia aliez : ar re a zo dija santel, krenv ha iac’h, gant aoun da goll ho zantelez, ho nerz hag ho iec’hed ; hag ar re n’int ket c’hoaz santel aoualc’h, pe a zo c’hoaz sempl ha klanv, evit dont da veza santel, krenv ha iac’h evel ar re genta. »