Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/491

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
14 a C’houere
483
sant bonavantur, eskop ha kardinal



ar pevarzekved devez a viz gouere


SANT BONAVANTUR, ESKOP HA KARDINAL, HA DOKTOR EUS AN ILIZ
————


Ar zant-ma a ioa ganet e Bagnarea enn Toskaan er bloaz 1221. He hano badiziant oa Iann ; mes d’ann oad a bevar bloaz e kouezaz klanv, hag e oue dare d’ezhan mervel. He vamm hen erbedaz da bedennou sant Fransez a Asiz, a ioa beo c’hoaz d’ann ampoent. enn eur lavaret e raje d’he mab kemeret sae ar venac’h euz a Urs ar zant-se ma teuje da barea. Ar paotrik a bareaz enn eunn taol kount, ha kerkent he vamm a lavaraz e langach ann Itali : « O buona ventura ! » Ar pez a zinifi e brezounek : O pebez chans ! pebez bonheur ! Divar neuze Iann ne oue great mui nemed Bonavantur anezhan, hag al leshano-ma a zo bet dalc’het varnhan abaoue.

D’ann oad a eur bloaz var’nn ugent, e c’houlennaz beza resevet enn eur gouent euz a Urs sant Fransez, evit seveni ar bromesa e devoa great he vamm. Devot-braz oa dija epad m’edo er gear ; mes er gouent ec’h erruaz heb dale enn huela pazenn euz ar zantelez. O veza bet kaset da Baris da studia ann theoloji, Aleksandr a Hales, he vestr, a oue souezet o velet peger santel oa. « — Sur, emezhan, pec’hed Adam n’e ket bet staget oc’h Bonavantur. »

Ar pez a remerket ennhan dreist peb tra oa he garantez tener evit Jezuz-Krist. Tremen a rea eur maread amzer dirak ann tabernakl, ann daelou o redet euz he zaoulagad, ha ne ehane, dreist holl goude ma oue beleget, da vedita var basion ha maro hor Zalver. He galoun a ioa henveloc’h ouz kaloun eur seraphin eged ouz kaloun eunn den, ha setu ar pez a zo kaoz ma oue hanvet ann Doktor seraphik.