Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/492

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
484
14 a C’houere
sant bonavantur, eskop ha kardinal


Ne oa ket tregont vloaz c’hoaz pa oue lakeat he-unan da rejanti, hag a benn c’houec’h vloaz goude, e oue choazet evit superior jeneral euz he Urs. Ar garg-ma ne zervichaz nemed da rei muioc’h a dro d’ezhan da labourat gant frouez evit gloar Doue ha silvidigez ann eneou. Rak, o veza m’en doa kalz broiou da redet evit bizita holl gouenchou he Urs, ne vanke morse da brezeg ha da govez e kement leac’h ma’z ea, ha ne c’houfe den lavaret pegement a vad a reaz evelse. Er memes amzer e verke d’ar brinsed, d’ann eskibien ha da bennou braz ar c’heariou, ar pez a dlient da ober evit kendelc’her ha kreski ar feiz hag ann devosion etouez ar gristenien fidel.

Epad m’edo e Paris, sant Bonavantur en doa great anaoudegez gant sant Thomas, ha goudeze ann daou zant-ma a oue ato mignouned betek ho maro. Eunn droiad Thomas a c’houlennaz ouz Bonavantur : « — E pe leac’h, emezhan, e kavit-hu ann traou kaer a ia ken doun e kalounou ann holl? » « — Em c’hrusifi, eme Vonavantur ; hennez eo va levr, hag al levr-se eo a zesk d’inn ar pez a zeskann va-unan d’ar re all. »

Ar pab Gregor Dekved, oc’h anaout mirit sant Bonavantur, her greaz kardinal enn despet d’ezhan hag hen hanvaz da eskop e Albano. Goudeze hen digasaz ganthan d’ar c’honsil jeneral a dlie digeri e Lion, d’ar seiz a viz mae euz ar bloaz 1264.

Ar Zant a brezegaz diou vech dirak holl Dadou ar c’honsil. Mes etre daou e kouezaz klanv, hag o veza bet nouet gant ar pab he-unan, ez eaz da reseo enn env ar rekoumpans dleet d’he vertuziou ha d’he labouriou, d’ar pevarzek a viz gouere euz ar memes bloaz, oajet hebken a dri bloaz hag hanter-kant.

He enterramant a oue great gant eur zolanite dreist-ordinal, dirak ar pab hag ann holl eskibien a ioa deuet d’ar c’hoiisil. A benn eiz-ugent vloaz goude, e oue digoret he vez, hag e oue kavet he benn ker fresk ha ker ruz ha pa vije bet beo; euz ann nemorant euz he gorf avad ne oa nemed ar relegou.

Sant Bonavantur en deuz skrivet eur maread levriou