hag a zo istimet meurbed gant ann dud devot ha gant ar re a glask dreist peb tra deski skiant ar Zent. Setu ama darn euz ar c’henteliou a ro d’eomp el levriou-ze.
Da genta. — Red eo tec’het dioc’h eunn den e kounnar evel dioc’h eur c’hi klanv.
D’ann eil. — Evel ann eor a vir ouz al lestr da vont da goll pa ziroll ann avel hag ar mor, evelse ive ann esperans a vir ouz ann ene da goueza er pec’hed pa ziroll ann dentasion.
D’ann trede. — Ann den just n’euz ket a foug ennhan gant ann henor a reer d’ezhan ; n’e ket diesoc’h he spered evit beza disprijet, na souezet pa zigouez ganthan eunn drouk bennag.
D’ar pevare. — Beza humbl ha rezinet da volontez Doue a laka eur peoc’h braz er galoun.
D’ar pemped. — Ann humilite e deuz peder bazenn : Ar genta eo disprijout ar bed ha kement a c’houfe da lavaret ; ann eil, diouall da zisprijout den ebed ; ann drede, en em zisprijout ann unan ; hag ar bederved, kaout joa o veza disprijet gant ar re all.
r zant-ma a ioa mab d’ann duk a Vavier, hag a oue
savet e doujans Doue gant sant Volfang, eskop Ratisboonn,
he baeroun. Goude maro ann eskop-se, ec’h
uvreaz ennhan eunn nosvez. Kaout a rea d’ezhan he
glevet o lavaret : « — Va fillor, lennit ar pez a zo skrivet
var moger ho kambr. » Herri a zellaz ouz ar voger,
ha ne velaz eno nemed ar c’homzou-ma : « A benn c’houec’h... »
O veza dihunet var gement-se, e sonjaz n’en doa mui nemed c’houec’h devez da veva, ha setu hen raktal da ober kement a ioa enn he c’halloud evit en em lakaat e stad da rei eunn ene mad da Zoue. Pa oue tremenet ar c’houec’h devez, e kredaz oa a benn c’houec’h miz e tlie mervel, ha setu hen adarre ha konsakri ann holl amzer-