Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/496

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
488
16 a C’houere
gouel introun-varia-garmes



ar c’houezekved devez a viz gouere


GOUEL INTROUN-VARIA-GARMES
————


Hano ar gouel-ma a deu euz a hano menez Karmel er Judee. Ar prophet Elias guech all a ioa bet o chom var ar menez-se, hag he ziskibien a gendalc’haz da veva eno goudeze enn doare m’en doa bevet he-unan. Bez’ ez oa anezho c’hoaz da vare donedigez hor Zalver, hag ar re-ma, o veza klevet sant Iann-Vadezour o prezeg, a oue prest dioc’htu da gredi e Jezuz-Krist. Mes ar pez ho gounezaz var neat d’ar feiz a oue ar miraklou a reaz ann Ebestel goude moa diskennet varnho ar Spered-Santel. Neuze diskibien ar prophet Elias a zavaz var menez Karmel ar chapel kenta a oue savet enn henor d’ar Verc’hez, hag ar chapel-ze ne zaleaz ket da veza brudet e kostez ar Zao-Heol. Ann ermited o doa lakeat he zevel en em zastume ennhi da gana meuleudiou ann Aotrou Doue hag he vamm benniget, hag abalamour da ze e ouent hanvet Breudeur Mari a Venez Karmel. Dont a rejont gant ann amzer da ober eunn Urs nevez a venac’h, hag ann Urs-ma en em skignaz dre ar bed dindann ann hano a Urs Karmes.

Hogen, er bloaz 1251, Urs Karmes en devoa evit superior jeneral, e kostez ar C’huz-Heol, sant Simon Stok, ginidik euz a Vro-Zaoz, hag o chom enn eur gouent euz ar vro-ze. Ar zant-ma ne heane, pell a ioa, da c’houlenn digant ar Verc’hez evit he Urs eunn testeni bennag euz he madelez hag euz he c’harantez, ha setu, eunn devez, d’ar c’houezek a viz gouere, Mari en em ziskouezaz dirazhan eur skapular ganthi enn he dorn, hag a gomzaz outhan evelhenn : « — Kemer ar skapular-ma, va mab ; eur merk eo euz ar c’hras am euz obtenet evidod hag evit holl vugale ar C’harmel : ann nep a varvo gant ar skapular enn he gerc’henn ne d-ai ket da leski enn tan a bado da viken. »