Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/497

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
16 a C’houere
489
gouel introun-varia-garmes


Setu aze penaoz e oue roet ar skapular evit ar vech genta da zant Simon Stok, superior jeneral Urs Karmes, gant ar Verc’hez Vari he-unan. Ar virionez euz ann histor-ma a zo bet anavezet gant meur a bap, ha Beneat XIV, unan euz ar re habila anezho, a lavar enn eul levr en deuz skrivet divar benn goueliou ar Zent : « — Evidon-me, emezhan, a gred ann histor-ze, ha va zantimant eo e tle beza kredet gant ann holl. »

N’e ket ma ve aoualc’h dougen ar skapular evit beza salvet. Nann ; mes ann nep a zoug ar skapular a ziskouez dre eno eo devot d’ar Verc’hez, hag ann devosion da Vari a denn ato var ann den grasou a zilvidigez hervez ann holl doktored euz ann Iliz. Ar c’homzou lavaret gant ar Verc’hez da zant Simon Stok a zinifi hebken eta ec’h obteno Mari, evit ar re a zougo ar skapular enn he henor, pe ar c’hras da veva bepred e karantez Doue var ann douar, pe da vihana ar c’hras da veza pardounet abarz mervel ma c’hoarvez gantho koueza enn eur pec’hed marvel bennag.

A benn kant hanter-kant vloaz goude, ar Verc’hez en em ziskouezaz adarre d’ar pab Iann XXII, hag a lavaraz d’ezhan e sikourje, er bed all zoken, eneou ar re o devije douguet ar skapular gant devosion epad ho buez, hag e tennje anezho euz ar purkator d’ar zadorn var-lerc’h ho maro. Houma eo ann eil gras a zo stag ouz ar skapular ; ar genta eo beza diouallet diouz ann tan a bado da viken, da lavaret eo, diouz tan ann ifern.

Goulskoude kalz kemm a zo etre ar feson da gaout perz enn eil hag enn eben euz ann diou c’hras-se. Evit kaout perz er genta, da c’houzout eo, evit beza diouallet diouz tan ann ifern, n’euz ken da ober nemed dougen ar skapular gant devosion, hag ann dra-ma a zo aoualc’h ive evit gounit induljansou ar vreuriez. Mes evit kaout perz enn eil, da lavaret eo, evit ma ve eunn den tennet he ene euz ar purkator d’ar zadorn varlerc’h he varo, ann den-ze a renk, ouspenn dougen ar skapular, miret ar jastete a zere ouz he stad ha lavaret bemdez offis bihan ar Verc’hez. Ar re ne c’houzont ket lenn a dle, e plas offis bihan ar Verc’hez, obev vijil ver-