ari-Madalen a ioa ganet e Bethanii, tri c’hart leo
dioc’h Jerusalem, hag a ioa c’hoar da Vartha ha da
Lazar. He zud a ioa pinvidik, hag a lezaz madou braz
gant ho bugale. Hi e devoue evit he lod maner Magdalon
er Galilee, hag abalamour da ze e oue leshanvet Madalen.
Eur vaouez a spered oa hag eur vaouez koant; mes he
fenn a ioa leun a avel. Ne zonje nemed enn dillad kaer
hag enn ebatou, hag heb dale e teuaz da veza mez ar vro
dre ann dizurs euz he buez.
Etre daou ec’h en em lakeaz Jezuz-Krist da brezeg he Aviel dre ar Judee, ha Martha ha Lazar a oue gant ar re genta oc’h anaout anezhan evït ar Mesias. Mari-Madalen a ioa d’ann ampoent seiz drouk-spered enn he c’horf, var a verk d’eomp sant Lukas. Mes hor Zalver ho c’hasaz kuit, hag ar mirakl-ma a zigoraz he daoulagad d’ar bec’herez geaz : chench a eure raktal evel eunn all enn he flas, ha ne glaske mui nemed ann dro da obten digant Jezuz ar pardoun euz he fec’hejou.
Eunn devez m’edo hor Zalver o leina e ti eur pharizian, he hano Simon, Mari-Madalen a redaz di gant eur podad louzou a c’houez vad. Enn eur erruout ec’h en em strinkaz da dreid Jezuz, hag ec’h en em lakeaz d’ho goalc’hi gant he daelou ha d’ho zec’ha gant he bleo, a ioa dispak var he fenn. Goudeze e pokaz d’ezho hag e skuillaz varnho al louzou a c’houez vad a ioa ganthi enn he fod. O velet he feiz hag he glac’har, hor Zalver a lavaraz d’ezhi raktal: « — Ho pec’hejou a zo pardounet d’ehoc’h. »
Divar neuze karantez Doue a gemeraz e kaloun Mari-Madalen plas ar garantez e devoa kent evit ar bed. He brasa plijadur oa beza e koumpagnunez Jezuz, ha ne skuize morse oc’h he zelaou.