Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/523

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
26 a C’houere
515
santez anna

iaouank, dall, bouzar ha mud, a reaz sin da doulla dindan ar pazennou a ioa da bignat ouz ann aoter. Sentet e oue outhan hag ec’h errujot gant eunn or hag a ioa mein braz oc’h he stanka. Ann or-ma o veza bet distanket a daoliou morzol, e oue guelet deleziou da ziskenn enn douar. Diskenn a rejot gant ann deleziou-ze, ann dijentil dall er penn araok, hag enn traon ez oa eur chapelik koant, eunn aoter ennhi, ha daouzek bez enn dro d’ann aoter. Enn eur c’horn euz ar chapelik e oue remerket eur sklerijenn hag a varvaz kerkent ha ma’z eaz ann ear betek ennhi. Ker buhan, o burzud ! e oue klevet ann dijentil bouzar ha mud o lavaret a vouez huel : « — Ahont ema korf santez Anna, mamm ar Verc’hez konsevet heb pec’hed. » Raktal e oue furchet er c’horn-ze, hag enn eunn armel a ioa enn eunn toull great er voger e oue kavet e guirionez eunn arched koat sedr, ha var goulc’her ann arched-ma oa skrivet e latin : « Ama ema korf santez Anna, mamm ar Verc’hez Vari. »

Ar roue Charlemagn a skrivaz he-unan d’ar pab evit kas kelou d’ezhan euz ar gavadenn euruz-se. Abaoue, kear Apt e deuz choazet santez Anna evit he fatrounez asambles gant ar Verc’hez, he merc’h, ha bep bloaz e veler tud o tiredet di a bep tu hag a vandennadou evit goulenn sikour digant mamm goz hor Zalver ha poket d’he relegou.

Santez Anna eo ive patrounez hor bro ger Breiz-Izel. Hon tadou koz o deuz bet hed ar vech eunn devosion vraz evithi, ha savet o deuz enn he henor eur maread ilizou ha chapeliou, Ann diou vrudeta euz ar chapeliou-ma eo hini Santez-Anna-Vened e eskopti Guened, hag hini Santez-Anna-ar-Palud e eskopti Kemper. Da Zantez-Anna-Vened ez a tud da bardouna euz a gement korn a zo e Frans, hag e Santez-Anna-ar-Palud e vez ive bep bloaz eleiz a bardounerien, ken euz a Leon ken euz a Gerne.

Er bloaz 1872, ar pab Pi Nao en deuz roet kounje da zelebri gouel santez Apna e eskopti Kemper evel eur gouel a renk huela, ha da ober he offis pe memor anezhi epad eiz dez dioc’htu. Eskopti Roazon, hini ann Naoned