Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/526

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
518
28 a C’houere
sant nazer ha sant sels

euz ann env. Diskenn a eure var douar Breiz e kichen kear Dol, hag abarz nemeur e oue choazet evit kenta eskop ar gear-ma. Mes araok ann dra-ze en doa savet eur gouent evit loja ar venac’h a ioa oc’h ober koumpagnunez d’ezhan, hag oa en em lakeat da gelenn ann dud divar dro var guirioneziou ar feiz.

Ann dud-ma a ioa c’hoaz paianed, lod anezho ; lod all a ioa dija badezet, mes n’o doa nemed ann hano a gristen, hag ho buez a ioa ato paian. Ar Zant a labouraz betek he huanad diveza d’ho gounit holl da Zoue, ha ne c’houfe den lavaret pegement a boan a gemeraz evit skleraat ho sperejou ha lamet ann dizursiou hag ar giziou fall euz ho zouez. Bez’e oue er memes amzer ho abostol, ho fastor hag ho zad, ha mervel a reaz erfin leun a veritou ha brudet dre he viraklou er bloaz 565 goude donedigez hor Zalver.


SONJIT ERVAD

Pa erruaz ar zant-mae kear Dol, ann dud divar dro a ioa c’hoaz paianed, lod anezho. Lod all a ioa dija badezet, mes n’o doa nemed ann hano a gristen, hag ho buez a ioa ato paian. Lakit doun enn ho spered n’e ket aoualc’h beza bet badezet evit mont d’ar baradoz pa vezer deuet enn oad da anaout ar mad dioc’h ann drouk. Red eo, ouspenn, ren eur vuez e guirionez kristen, da lavaret eo, red eo miret a boent da boent gourc’hemennou Doue ha re ann Iliz.




ann eizved var’nn ugent a viz gouere


SANT NAZER HA SANT SELS, MERZERIEN
————


Sant Nazer a ioa ganet e Rom a gerent nobl ha pinvidik. Ann abostol sant Per her gounezaz d’ar feiz, goudeze e oue badezet gant sant Lin. He vertuziou a greske gant he oad, hag ar brud euz he zantelez a rea da galz a dud dont da c’houlenn kuzul diganthan. Mes Doue a lakeaz enn he spered kuitaat Rom, ha setu hen enn hent goude beza guerzet lod euz he zanvez.