devoue ann eur da zigemeret anezhan enn he zi, hag eunn droiad dreist ar re all ez oa prez varnhi o klas aoza eunn tamm boued d’ezhan. Epad ann amzer-ze, Mari-Madalen, he c’hoar, a jome azezet eharz treid Jezuz gant aoun rak koll eur ger euz ar pez a lavarje. Abarz ar fin Martha en em glemmaz ouz hor Zalver abalamour ne zave ket he c’hoar d’he zikour. Mes Jezuz a respountaz d’ezhi raktal : « — Martha, Martha, poan ha tregas a gemerit gant kalz a draou, ha goulskoude n’ez euz nemed eunn dra hag a ve red. Mari e deuz choazet evithi al lodenn vella, hag al lodenn-ze ne vezo ket lamet diganthi. »
Prest goude e klanvaz Lazar, ha kerkent he c’hoarezed a gasaz kemennadurez d’hor Zalver, enn eur lavaret d’ezhan : « — Mestr, ho mignoun a zo klanv. » Mes Jezuz a zaleaz eunn tammik da vont da Vethanii, ha pa erruaz eno Lazar a ioa dija maro hag enterret. Neuze Martha a lavaraz d’hor Zalver : « — Mestr, ma vijac’h bet ama, va breur ne vije ket bet marvet ; mes brema zoken em euz esper da velet anezhan o tistrei e buez ; rak gouzout a rann oc’h sur ato da obten digant Doue kement tra a c’houlennit diganthan. » Jezuz a respountaz d’ezhi ker buhan : « — Ho preur a zavo adarre euz a varo da veo. » « — Ia, eme Vartha, her gouzout a rann, da fin ar bed asambles gant ann dud holl. » « — Me, eme hor Zalver, eo ann hini a zav euz ar stad a varo hag a ro ar vuez ; ann nep a gred ennon-me a vevo c’hoaz hag e ve dija maro, hag ann nep a zo beo hag a gred ne varvo ket evit ato. Kredi a rit-hu ann dra-ze ? » « — Ia, eme Vartha, kredi a rann eo c’houi ar C’hrist, guir Vab Doue, a zo deuet euz ann env var ann douar evit hor zavetei. » Var gement-ma Jezuz a ieaz d’ar bez, hag a lakeaz Lazar da zevel ac’hano leun a vuez, ha ker iac’h ha biskoaz.
C’houec’h devez araok he basion, hor Zalver a oue pedet da goania e Bethanii, e ti Simon ann den lor, ha Martha a ioa o servicha taol. Epad ar goan-ze eo e skuillaz Mari-Madalen louzou a c’houez vad var benn Jezuz, hag ann dra-ma a lakeaz Judas da egari ha da lavaret :