a rekete, ha pa deuaz ar peoc’h, e tistroaz d’he gouent. Divezatoc’h ez eaz c’hoaz da Aleksandrii evit rei testeni dirak ann holl n’edo ket a du gant ann Arianed : ar re-ma o doa bet c’hoant da rei da gredi edo ar Zant a du gantho. Enn dro-ma e chounezaz eno eur maread paianed da feiz Jezuz-Krist.
Anton en doa resevet digant Doue ann donezoun a viraklou, hag a baree dioc’h a bep seurt klenvejou. Mes ne oa nemed humploc’h a ze. Ar brud euz he zantelez a reaz d’ann impalaer Konstantin skriva d’ezhan evit en m erbedi d’he bedennou. Hogen, hen ne reaz van ebed a gement-se, hag a lavaraz d’he venac’h : « — Arabad e d’ehoc’h beza souezet mar em euz bet lizer digant ann impalaer ; rak ann impalaer ne d-eo nemed eunn den hag a dle mervel evel ar re all. Bezit souezet kentoc’h abalamour m’eo bet plijet gant Doue skriva eul lezenn evit ann dud, ha komz ouzomp dre c’hinou he Vab en em c’hreat den. » Erfin, o veza kouezet klanv d’ann oad a bemp bloaz ha kant, ar Zant a vriataz gant karantez ann daou vanac’h a ioa var he dro, hag a astennaz he zivesker egiz pa vije o vont da ober eur c’housk. Prest goude e varvaz e peoc’h, d’ar 17 a viz genver euz ar bloaz 356, joa ar baradoz o para dija var he dal.
« Ann diaoul, eme ann abostol sant Per, a zo ato enn dro d’eomp evel eul leon o klask taga hon ene. » Mar on euz c’hoant da veza bepred treac’h d’ezhan evel ma oue sant Anton, e renkomp ive, evel ar zant-ma : da genta, difiziout ac’hanomp hon-unan ha lakaat hon holl fizians e Doue ; d’ann eil, beza aketuz d’ar bedenn ; ha d’an trede, tec’het diouz kement tra a zoug d’ar pec’hed ha beilla var hor skianchou gant ar brasa evez evit serra outhan dor hor c’haloun.
or Zalver Jezuz-Krist en doa choazet sant Per evit
ar Mean-diazez pe ar Mean-fount euz he Iliz. Roet en doa d’ezhan Alc’houeziou rouantelez ann Env ;