Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/542

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
534
4 a Eost
sant dominik

eskop Jerusalem, hag hema a deuaz dioc’htu da Gaphargamala gant daou eskop all.

A veac’h e oue digoret arched sant Stephan ma oue karget ann ear a c’houez vad. Eur maread tud a ioa bodet tro var dro, ha kalz anezho a ioa tud klanv pe vac’hagnet. Hogen, trizek ha tri-ugent euz ar re-ma a bareaz var ann heur. Korf ar Zant a ioa eat e ludu ; mes ann eskern a ioa enn ho fez ha chomet enn ho flas. Eul lodennik a oue lezet e Kaphargamela, hag ann arched o veza bet serret adarre var ann nemorant, ann eskop Iann la roaz urs d’he zougen e prosesion da Jerusalem, e leac’h m’oa bet great sant Stephan avieler. Kerkent e kouezaz glao aoualc’h evit lakaat ann traou da boulza enn douar kouls ha biskoaz. Ar relegou santel-ze a oue kaset goudeze da Gonstantinopl, hag ac’hano e ouent digaset da Rom.


SONJIT ERVAD

Doue en deuz roet da anaout meur a vech, enn eur feson mirakuluz, e pe leac’h pa enterret he zervicherien. Ann dra-ma a ziskouez d’eomp sklear ar c’hoant en deuz e ve henoret ho relegou. Ar relegou-ze, ha kement a zo bet var dro ar Zent, evel chadennou sant Per, o deuz bet ive aliez ar vertuz da berea klenvejou ar c’horf. Bezomp eta leun a respet hag a zevosion evitho, ha ma ne obtenomp ket ato iec’hed evit hor c’horf, dre ar respet hag ann devosion-ze, ec’h obtenimp da vihana grasou a zilvidigez evit hon ene : ar pez a dal kalz hirroc’h.




ar pevare devez a viz eost


SANT DOMINIK
————


Dominik a ioa ginidik euz ar Spagn, hag a oue, ken dreizhan he-unan, ken dre ann Urs nevez en deuz savet, eur sklerijenn gaer evit ann Iliz hag eunn difennour gallouduz evit ar feiz hag ar relijion. Enn he genta bugaleach oa dija eur zantik, ha betek he bevarzek vloaz e oue skoliet gant eunn eontr belek en devoa.