Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/55

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
18 a C’henver
47
kador sant per e rom

garg memes hag ar c’halloud a ioa bet roet gant hor Zalver da Brins ann Ebestel. Ar gouel hirio eta a vez great dreist peb tra evit henori ar garg hag ar c’halloud-se. — Miret a reer c’hoaz e Rom ar gador goad a zerviche da dron da zant Per.


SONJIT ERVAD

Hon Tad santel ar Pab en deuz hirio enn Iliz ar memes renk, ar memes karg hag ar memes galloud en devoa sant Per guech all.

Evelse, da genta, hon Tad santel ar Pab eo ar Mean-fount pe ar Mean-diazez euz ann Iliz, hag ann nep n’e ket stag ouz ar Mean-ze dre liamm ar feiz n’ema mui enn Iliz katholik, ha dre eno ive n’ema mui var hent ar zilvidigez.

Dann eil, hon Tad santel ar Pab, hag hen hebken, a zo ganthan Alc’houeziou rouantelez ann Env. Rak-se, eunn eskop hag a deufe da eunn eskopti heb beza digaset gant ar Pab, pe eur belek hag a iafe da eur barrez heb beza kaset di gant eunn eskop hag en deuz bet he-unan he garg digant ar Pab, eunn eskop hag eur belek evel ar re-ze ne c’hellfent ket digeri doriou ar baradoz d’ar bec’herien dre ann absolvenn pe ar zakramant a binijenn. Perak ? Abalamour n’o defe ket ann alc’houez.

N’euz nemed ar Pab hag a c’hellfe rei ann alc’houez-se d’ann eskibien, ha dre ann eskibien d’ar veleien,

D’ann trede, hon Tad santel ar Pab ne c’hell ket fazia evel Pab, da lavaret eo, pa gomz evel Doktor ann holl gristenien, evel ann hini a zalc’h plas Jezuz-Krist var ann douar, hag a zo karget ganthan da verka dann holl dud fidel ar pez a renker da gredi ha da ober evit beza salvet.

D’ar pevare, hon Tad santel ar Pab eo Pastor ann holl bastored all, da lavaret eo, en deuz galloud var ann eskibien all kerkouls ha var ar veleien hag ann holl dud fidel. Karget eo da ren ann holl enn Iliz katholik, da hencha ann holl da vont d’ar baradoz, hag abalamour da ze ann holl a dle senti outhan ha beza ato leun a respet hag a garantez evithan.

Evidomp-ni, kristenien Breiz-Izel, en em zalc’homp bepred stag mad oc’h Kador sant Per, da lavaret eo, oc’h Iliz Rom. Ac’hano, evel euz a c’hinou Jezuz-Krist guech all, e teu ar c’homzou a ro ar vuez a bado da viken. Ra vezo gellet ato lavaret ac’hanomp ar pez a lavare tud iaouank euz hor bro, a ioa e Rom er bloaz 1846 pa oue lakeat ar pab Pi Nao var he dron :

Gant hon tadou koz ar Vretouned
Hor c’haloun ouz mean Per oue staget.
Ha guelloc’h staget n’euz ket er bed.