Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/551

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
8 a Eost
543
sant siriak, sant larg ha sant smaragd

benn toullet gant spern, he zaouarn hag he dreid treuzet gant tachou. Nebeuta a c’hellann da ober evithan eo mervel var al ludu gant eur zae reun enn dro d’am c’horf. »

He varo euruz a erruaz d’ar 7 a viz eost euz ar bloaz 1547, er seizved blavez ha tri-ugent euz he oad. Doue a ziskleriaz be zantelez dre eunn niver braz a viraklou, hag ar pab Klemant X hen lakeaz var roll ar Zent er bloaz 1661.


SONJIT ERVAD

Enn Urs a zo bet savet gant saut Kajetan e vever divar ann aluzenn ; mes n’euz ket a gounje da vont da glask, hag ar venac’h a renk gortoz ken na blij gant eunn den mad bennag digas d’ezho pe a dra da zibri. Goulskoude, abaoue ouspenn tri c’hant vloaz zo m’eo bet savet ann Urs-se, n’euz bet biskoaz manket netra d’ann Tadou a zo ennhan : Providans Doue e deuz ato pourveet d’ho holl ezommou. Goude eunn hevelep kentel, piou a c’hellfe difiziout euz a Brovidans Doue ? Mar bezit bepred aketuz da zervicha Doue, Doue en devezo ive soursi ac’hanoc’h bepred, hag ober a rafe kentoc’h eur mirakl enn ho kenver eged ho lezel enn abandoun.




ann eizved devez a viz eost


SANT SIRIAK, SANT LARG HA SANT SMARAGD, MERZERIEN
————


Ann impalaer Maksimian, o veza roet urs da zevel eur palez kaer e Rom, a goundaonaz ar gristenien da zarbar ar vansounerien. Ar gristenien geiz-se a ioa truez ho doare ; rak dougen a renkent sammou mein hag a bep seurt traou all var ho chouk, ha n’o doa ket hanter-voued da zibri. Mes eunn den pinvidik euz a gear, hag hen kristen ive, a lakea kas boued d’ezho dre guz, hag evit ar gefridi-ze a drugarez ec’h en em zerviche euz a Ziriak, Larg ha Smaragd.

Ar re-ma a ioa tri zen iaouank leun a feiz, hag enn eur gas d’ann darbarerien pe a dra da rapari nerz ho c’horf, ne espernent netra ken nebeut evit rei eunn nerz nevez d’ho c’haloun. Ar pab sant Marsellin, o veza kle-