Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/555

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
9 a Eost
547
sant jermen, eskop

drei kein d’ezho. Ann heretiked ho-unan a oue ken mezek ma ne zigorjont mui ho ginou da lavaret eur ger a enep ar relijion gatholik.

Etre daou, ar Zaozon hag eur bobl all dioc’h kostez ann Hanter-Noz a ioa saillet var douar ar Vretouned, hag ar re-ma a zavaz eunn arme evit ho c’has kuit. Sant Jermen n’en doa ket c’hoaz ankounac’heat he vicher a gabiten, hag a glaskaz ann tu da rei ar viktor d’ar Vretouned heb na vije skuillet berad goad ebed. En em lakaat a reaz er penn araok euz ho arme, enn eur lavaret d’ar zoudarded leusker a benn teir guech diochtu ar iouc’hadenn a laoskche he-unan da genta, kerkent ha ma vije guelet ann enebourien o tostaat. Ar Zaozon hag ho c’hamaladed o veza en em ziskouezet var eunn dorgenn, ar Zant a griaz a bouez-penn : « — Alleluia ! alleluia!! alleluia!!! » Rak ann dra-ma a ioa enn amzer Bask. Kerbuhan ar Vretouned a zirollaz da grial eveldhan : « — Alleluia! alleluia!! alleluia!!! » Ekleo ar menez a gasaz ar griadenn-ze penn-da-benn d’ann draonienn gant eunn trouz estlammuz, hag ann enebourien a oue ker spountet o klevet ann trouz-ma ma kemerjont holl ann teac’h enn eur lezel ho armou var ho lerc’h.

Goude ar viktor-ze, sant Jermen a zistroaz d’he eskopti. Goulskoude mont a eure da Vro-Zaoz eur vech all evit diskar a nevez ann heretiked, a felle d’ezho adarre sevel ho mouez. Enn eur zont ac’hano, e oue pedet gant roue Breiz, hor bro-ni, da c’houlenn gras evithan digant ann impalaer Valantinian, trede euz ann hano. Roue Breiz hag he zujidi a ioa troet a enep ann impalaer-ma, ha Valantinian, drouk ennhan, en doa digaset eunn arme da ober brezel dezho. Sant Jermen a ieaz da genta da ziarbenn ann arme-ze, ha goudeze e skoaz etrezek Raveenn enn Itali, el leac’h m’edo ann impalaer o chom.

Ne c’houfe den lavaret gant pebez henor e oue digemeret eno ; mes ive ober a rea ken aliez a virakl hag a gammed. N’en devoue ket a boan eta oc’h obten pardoun evit ar Vretouned. Mes koueza a eure klanv he--