anut a ioa mab da Zuenon, roue ann Danemark. Enn
amzer ma oa c’hoaz bugel, ann holl a remerkaz he
feiz, he zevosion hag he furnez, hag ar vertuziou-ze ne
rejont nemed kreski gant ann oad ha dre ann deskadurez
kristen a oue roet d’ezhan.
O veza bet lakeat da roue er bloaz 1080, goude maro he dad hag he vreur kosa, e c’hounezaz viktoriou braz var ar boblou divar dro ; ar re-ma a ioa c’hoaz gouez ha paian, hag a rea kalz drouk d’he zujidi. Goudeze e poaniaz da c’hounit ar boblou-ze da Jezuz-Krist, hag e kasaz d’ezho misionerien evit ho c’helenn var guirioneziou ar feiz ; rak ar pez a glaske da genta e peb tra oa gloar Doue ha silvidigez ann eneou. Pa zistroaz d’ar gear goude m’oa echu ar vrezel, e lakeaz he gurunenn ebarz treid Jezuz stag ouz ar groaz, hag ec’h en em voestlaz he-unan gant he holl rouantelez da Roue ar rouaned ha da Vestr ann holl vistri euz ann douar.
Neuze e reaz sevel eur maread ilizou, kouenchou hag hospitaliou nevez, hag e stagaz outho leveou ha douarou gant eur guir largentez a roue. Rei a eure zoken he gurunenn da iliz Rosklit. Hogen, n’e ket eaz gouzout pegement a dalie ar gurunenn-ze ; mes ar Zant a lavare e tlie ann traou a briz beza e ti ann Aotrou Doue kentoc’h eged e paleziou ar brinsed. C’hoant en doa e vije traou kaer enn ilizou evit ma teuje ar bobl da garet muioc’h ar relijion hag ann offisou.
Kanut a goumprene ervad n’euz ket brasoc’h mirit evit ann den eged o veza treac’h d’ezhan he-unan. Setu perak e poanie heb ehana da lakaat he gorf da zuja d’ar spered. He gastiza a rea gant eur jadennik houarn en doa evit ann dra-ze, ha dindan he zillad all e touge bepred eur c’houriz reun. Ouspenn-ze, e iune aliez, e tremene bem-