Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/560

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
552
11 a Eost
sant alphons a ligori


Mes, enn eur labourat evelse evit silvidigez he nesa, Alphons a boanie ive bepred d’en em zantifia he-unan muioc’h-mui : Dalc’h-mad e veze o pedi pe o vedita, ha kastiza a rea he gorf dre ar iun hag ar binijenn, petra bennag n’en doa great biskoaz pec’hed marvel ebed.

He zevosion evit ar Verc’hez a ioa ken tener ma ne skuize morse oc’h ober he meuleudi. Ne skuize morse ken nebeut o sarmoun var basion hor Zalver pe var zakramant ann aoter. Menez Kalvar, ann tabernakl, tron ar Verc’hez enn env, setu aze e pe leac’h e veze ato he spered hag he galoun, hag e pe leac’h e felie d’ezhan e vije ive sperejou ha kalounou ar re all.

Alphons a ioa dija tost da zek vloaz ha tri-ugent pa oue hanvet da eskop e Santez-Agatha-ar-Gothed. Kaer en devoue klask pellaat ar beac’h-se dioc’h he ziouskoaz, evel m’en devoa great dija meur a vech, red e oue d’ezhan enn dro-ma senti ouz ar pab. Hogen, o veza eskop, ne jenchaz netra enn he feson da veva ; mes poania a eure muioc’h eget biskoaz da ziarbenn ann dizursiou ha da zigas d’ar gear ann denved dianket. He garantez evit ar beorien a ioa heb muzul, hag enn eur blavez a gernez e verzaz he holl arrebeuri, ha betek zoken he voalenn hag he vaz a eskop evit pourvei d’ho ezommou.

Mes he gorf a ioa deuet da veza hanter-zeizet outhan, hag abalamour da ze e roaz ann dilez euz he garg. Neuze ec’h en em dennaz adarre etouez he visionerien, hag eno e kendalc’haz da labourat hervez he c’halloud evit gloar Doue ha silvidigez ann eneou. Kroaziou pounner en devoue da zougen betek fin he vuez, heb kounta boan en doa gant he glenvejou ; rak n’e ket gant e c’hlenved hebken oa skoet. Mes e kreiz ann holl boaniou-ze oa bepred laouen ha rezinet a greiz kaloun da volontez Doue.

Goude beza resevet euz ann env ann donezoun a viraklou ha meur a zonezoun all ker kaer hag hounnez pe gaeroc’h c’hoaz, ar zant-ma a oue tentet enn eur feson estranch enn he gozni : tentet e oue zoken a enep a burete, hag hen oajet dija a eiz vloaz ha pevar-ugent !…