Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/561

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
12 a Eost
553
santez klara, guerc’hez

Mes, dre ar bedenn ha dre he fizians e Doue hag er Verc’hez, e oue ato treac’h d’ann holl dentasionou-ze, ha mervel a eure erfin e peoc’h d’ar c’henta a viz eost euz ar bloaz 1787, oajet a zek vloaz ha pevar-ugent, dek miz ha pemp devez. Ar pab Gregor XVI hen diskleriaz sant d’ar 16 a viz mae 1839, hag ar pab Pi Nao en deuz lakeat anezhan e renk ann doktored er bloaz 1871. Rak, e kreiz he labouriou abostolik, sant Alphons a Ligori en deuz kavet c’hoaz amzer da skriva eur maread levriou kaer ha brudet, ken evit kelennadurez ann dud a iliz, ken evit kelennadurez ann holl dud fidel.


SONJIT ERVAD

Ar zant-ma a oue tentet enn eur feson estranch enn he gozni : tentet e oue a zizesper, tentet e oue a enep ar feiz, tentet e oue zoken a enep ar burete, hag hen oajet dija a eiz vloaz ha pevar-ugent !… Piou a c’hellfe goudeze kredi pe lavaret n’en deuz mui a ezomm da gaout aoun rak ann drouk-spered pe rak ar c’hig ? Ah ! beillit ha pedit betek fin ho puez ; anez, n’euz fors peger koz e veac’h, emaoc’h ato e riskl da goueza e lasou ann diaoul.




ann daouzekved devez a viz eost


SANTEZ KLARA, GUERC’HEZ
————


Ar zantez-ma, ganet e kear Asiz enn Itali, a ioa devot evel eunn eal enn he bugaleach. En em voazet oa da lavaret bemdez, meur a vech dioc’htu, ar Bater hag ann Ave, Maria, hag evit kounta ped e deveze lavaret, ec’h en em zerviche a veinigou a veze ganthi enn he bruched.

He zud o devoa c’hoant d’he fortunia ; mes hi e doa great he zonj da jom bepred guerc’hez. Goulenn a reaz kuzul var gement-se digant sant Fransez, he c’henvroad, ha dre ali ar zant-ma ez eaz eunn devez gant he dillad kaer da iliz Introun-Varia-Ann-Elez. Eno e oue kanet da genta ar Veni, Creator, ha goudeze e oue trouc’het