Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/568

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
560
15 a Eost
gouel maria-hanter-eost



ar pemzekved devez a viz eost


GOUEL MARIA-HANTER-EOST, PE, AR VERC’HEZ VARI SAVET ENN ENV KORF HAG ENE
————


Ar Verc’hez Vari a jomaz c’hoaz tri bloaz var’ nn ugent var ann douar goude m’oa pignet hor Zalver enn env. Jezuz he lezaz evelse eur pennad var he lerc’h evit joa ann Ebestel ha kelennadurez ar gristenien genta euz ann Iliz. Mes, mar d-edo he c’horf var ann douar, he spered hag he c’haloun a veze bepred enn env gant he mab.

Abarz ar fin, eunn eal a deuaz da ziskleria d’ezhi oa tost he heur da vont euz ar bed-ma. Neuze ann Ebestel en em asamblaz e Jerusalem evit kimiada dioc’h ho Mamm ha reseo he bennoz diveza ; sant Thomas hebken ne c’hellaz ket erruout abred aoualc’h evit ann dra-ze. Ar Verc’hez a lavaraz d’ezho eur gomz bennag evit rei nerz d’ho c’haloun, ha goudeze e tremenaz dirazho heb poan nag angoni ; rak n’e devoa klenved ebed, ha ne varvaz nemed gant ar vall e doa d’en em gaout e koumpagnunez he mab.