Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/571

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
16 a Eost
563
sant rok



ar c’houezekved devez a viz eost


SANT ROK
————


Ar zant-ma ioa ganet e Monpellier, hag a oue goestlet d’ar Verc’hez gant he vamm kerkent ha ma teuaz er bed. He dud a ioa pinvidik, mes ho c’holl a reaz abred. Neuze, o veza n’en doa na breur na c’hoar, e verzaz dre guz ar muia ma c’hellaz euz he zanvez, ha goude beza lezet ann nemorant etre daouarn eunn eontr, d’ezhan, ec’h en em viskaz evel eunn den hag a zo o vont da bardouna, hag e skoaz etrezek Rom.

O veza erruet enn eur gear euz ann Toskaan, e klevaz lavaret edo ar vosenn eno, ha raktal ec’h en em ginnigaz da zuperior ann hospital evit entent ouz ar rea ioa taget gant ar c’hlenved-se. Petra bennag ne oa c’hoaz nemed ugent vloaz, ec’h en em istime euruz abalamour ma c’helle riskla he vuez he-unan evit ober vad d’he nesa. Chom a rea noz-deiz var dro ar re glanv evit ho louzaoui, dresa ho gueleou ha pourvei d’ho holl ezommou. Evel eunn eal oa enn ho zouez, hag ar guel hebken anezhan a laouenea ho c’haloun. Evit ac’hano, ne esperne netra evit dousaat ho foan ; mes er memes amzer ne ehane da bedi evitho ha da gomz d’ezho euz a Zoue hag euz a zilvidigez ho ene.

Ar Zant a reaz goudeze Sezeenn, e Rimini, e Rom hag e Plezans, al labour a drugarez en doa great da genta enn Toskaan. Rak, d’ar mare-ze ar vosenn a bourmene enn Itali euz ann eil kear d’eben, enn eur gas d’he heul e peb leac’h ar spount hag ar maro, ha Rok a rede ato var he lerc’h evit tenna euz a dre he skilfou ar muia