Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/575

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
18 a Eost
567
sant hiasent


SONJIT ERVAD

Jezuz, Mari, Joseph, Anna ha Joachim, setu aze ar famill a dle servichout da skouer d’ann holl famillou kristen. Tadou ha mammou, mistri ha mestrezed, bugale ha servicherien, bezit aketuz da henori ar famill-ze heb he far, ha goulennit sikour diganthi enn hoc’h holl ezommou. Goulennit diganthi dreist peb tra : c’houi, tadou ha mammou, ar c’hras da ziorren santelamant ho pugale ; c’houi, mistri ha mestrezed, ar c’hras da gelenn ha da c’houarn ho servicherien hervez Doue ; c’houi, bugale, ar c’hras da veza ato bugale sentuz ha leun a respet e kenver ho tud ; ha c’houi, servicherien, ar c’hras da zervicha bepred ho mistri gant karantez ha lealded. Evelse e reno ar peoc’h enn ho ti evel ma rene guech all e ti Anna ha Joachim, e ti Joseph ha Mari.

Pa vezo ann tiegeziou reizet mad e reno ive ar furnez hag ar garantez var ann douar. Gual dianavezet int brema siouaz ! Abalamour da ze e fell d’Hon Tad Leon XIII skigna ha kreski e peb leac’h ann devosion d’ar Famill Zantel. Selaoump vikel Jezuz-Krist ; sellomp aketuz ouz ar Mellezour lakeat dirag hon daoulagad, ha ra zeuio pep tiegez kristen da veza henvel outhan.




ann trivac’hved devez a viz eost


SANT HIASENT, EUZ A URS SANT DOMINIK
————


Ar zant-ma a ioa ginidik euz ar Pologn, hag a oue savet e doujans Doue gant he dad hag he vamm. Pa oue echu he studi ganthan, e resevaz ann Ursiou sakr, ha goudeze eskop Krakovii her greaz chaloni euz he iliz kathedral hag her c’hemeraz da vikel vraz. Ann eskop-se o veza deuet da vervel, eunn eontr da Hiasent, he hano Eozen, a oue hanvet enn he blas. Hogen, ann eskop nevez en devoue ezomm da vont da Rom, hag a falvezaz d’ezhan kaout he niz da goumpagnoun ; setu hi eta ho daou enn hent.

Enn eur erruout e Rom, e rejont anaoudegez gant sant Dominik, hag Eozen a c’houlennaz diganthan raktal misionerien euz he Urs evit ar Pologn. Mes sant Dominik a respountaz n’en doa ket da rei. « — Mar kirit, emezhan, klask d’inn enn ho pro beleien a volonte vad, me a zesko d’ezho beva hervez reolenn va Urs,