Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/591

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
25 a Eost
583
sant loiz, roue frans



ar pemped var ’nn ugent a viz eost


SANT LOIZ, ROUE FRANS
————


Ar zant-ma aioa ganet e kastell Poasi, pemp leo dioc’h Paris, hag a oue badezet enn iliz ar barrez-se. A veac’h oa krog enn he zaouzek vloaz pa varvaz he dad ; mes ar rouanez Venn, he vamm, ne espernaz netra evit he zevel e doujans Doue. Aliez e lavare d’ezhan : « — Va mab, emezhi, n’euz mamm ebed hag a garfe he c’hrouadur muioc’h eget n’ho karann. Goulskoude, guell e ve ganen ho kuelet maro eharz va zreid eget guelet ac’hanhoc’h o koueza enn eur pec’hed marvel hebken. » Ar c’homzou-ma a ieaz ken doun e kaloun Loiz ma leverer ne reaz biskoaz pec’hed marvel ebed epad he vuez.

D’ann oad a naontek vloaz, e timezaz da eur brinsez fur ha vertuzuz eveldhan, hag er bloaz varlerc’h e kemeraz gouarnamant he rouantelez. Hogen, evithan da veza azezet var ar c’haera tron a ioa er bed, Loiz a veve enn he balez evel eur manac’h enn he gouent, Eur c’houriz reun a zouge bepred dindan he zillad all ; bemdez e kleve ann offerenn hag e lavare he vrevier evel ar veleien ; aliez ez ea d’ann hospitaliou da velet ar re glanv, hag ho zervicha a rea he-unan ; bemdez c’hoaz e roe ho mern hag ho c’hoan da c’houec’h-ugent paour, ha da zadorn e voalc’he ho zreid da eur vandenn all ; erfin, tremen a rea pennadou mad a amzer oc’h adori ar Zakramant enn iliz, pe o pedi dirak aoter ar Verc’hez.

Unan bennag o veza rebechet d’ezhan e chome re hirr enn iliz, Loiz a respountaz : « — Ann dud zo drol, emezhan ; kaout a reont abeg ennon abalamour ma chomann re hirr da bedi ; ne lavarfent netra avad ma kollfenn va amzer o c’hoari pe o chaseal. »

Goulskoude he zevosionou ne virent ket outhan da veza ato chentil ha laouen e kenver peb hini, ha karet