Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/607

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
31 a Eost
599
sant remon nonnat

arc’hant en doa lavaret a vije roet evit ar gaptived n’oa ket c’hoaz paet ho ransoun. Remon a vije bet joa ganthan chom pelloc’h etre daouarn ann Turked, enn esper echui he vuez dre ar verzerenti; mes distrei a renkaz d’he gouent asambles gant ar venac’h a ioa deuet d’he gerc’hat.

Ar pab Gregor IX, o veza klevet hano eus ar pez en doa bet da c’houzanv enn Afrik, her greaz kardinal hag her galvaz da vont da Rom. Ar Zant en em lakeaz dioc’htu enn hent; mes klenver a eure e Kardoonn, hag eno e varvaz leun a veritou d’ann 31 a viz eost euz ar bloaz 1240, goude beza bet kommuniet gant ann elez ; rak ar belek a oue klasket da zont var he dro n’edo ket er gear. Ne oa c’hoaz nemed seiz vloaz ha tregont.

O veza ne c’houiet ket e pe leac’h he enterri, e oue lakeat he gorf var gein eur mul dall enn eur lavaret e vije enterret el leac’h ma chomje ar mul a za. Hogen, al loan dall a gendalc’haz da vont araok ken na erruaz e kichen dor chapel sant Nikolas, ar chapel m’oa bet boaz Remon d’en em denna ennhan enn he iaouankiz evit pedi dirak imach ar Verc’hez. Er chapel-ze e oue enterret, hag a-c’houdevez ez euz bet savet eno eur gouent euz he Urs.


SONJIT ERVAD

Nag a gaptived n’en deuz ket prenet ar zant-ma ! Nag a eneou n’en deuz great ma vije bet lezet da vervel varlerc’h he vamm evel ma lezer siouaz ! ken aliez a vugel all. Ar re a zo var dro eur c’hreg, hag a varv er stad m’edo mamm Remon Nonnat, a zo eunn dever evitho, hag eunn dever striz, ober ar pez a zo enn ho galloud evit savetei he vuez d’ar c’hrouadur. Ann amiegezed, dreist holl, a dle gouzout penaoz en em gemeret evit kement-se, ha ma ne c’houzont ket, eo red d’ezho deski. Pebez samm var ho c’houstians ma vent kaoz da eur c’hrouadur da vervel, ha da vervel heb badiziant !