Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/62

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
54
21 a C’henver
santez agnes, guerc’hez ha merzerez

Neuze ar gouarner a gomzaz outhi evelhenn : « — Ar zorserez oc’h euz desket gant ar gristenien eo a vir ouzhoc’h da heul ann aliou mad a roer d’ehoc’h. Hastit affo eta mont da adori ann doueez Vesta, ha ma n’oc’h euz ket a c’hoant da zimezi, e chellot chom eno gant ar merc’hed iaouank a zo e servich ann doueez-se. »

Agnes a respountaz : « — Ma n’e ket bet falvezet d’inn kemeret ho mab da bried abalamour d’ar garantez am euz evit Jezuz-Krist, penaoz e c’houfenn-me adori idolou mud ha bouzar, n’ez euz buez ebed ennho ? »

« — Mad, eme ar prefet, euz a zaou unan : pe c’houi a ginnigo ezans d’ann doueez Vesta, pe me ho kaso etouez ar merched fall evit beza dishenoret. »

« — Anat eo, eme Agnes, ne anavezit ket galloud va Zalver Jezuz; mes me he anavez ha n’em euz aoun ebed rak ho kourdrouzou : m’em euz eunn eal euz ann env da zifenn va c’horf. »

O klevet ar respount-ma, ar gouarner a ieaz drouk ennhan ken a grene. Ordren a eure kas Agnes dioc’htu d’al leac’h m’en doa lavaret. Mes eal Doue a ioa eno o c’hedal ar Zantez, hag a lakeaz eur sklerijenn ker skeduz da bara enn he c’hichen ma ne grede den tostaat outhi. Unan hebken en devoue ann hardisegez-se, hag hennez oa Prokop, mab ar prefet; mes ker buhan e kouezaz maro-mik var zolier ar gambr.

Goulskoude, Agnes o veza pedet evithan, ar reuzeudik-se a zavaz adarre enn he za leun a vuez, ha kerkent ec’h en em lakeaz da grial a bouez-penn : « — N’euz nemed eunn Doue enn env ha var ann douar, hag ann Doue-ze eo Doue ar gristenien. » Mes beleien an idolou a roaz da gredi d’ar bobl ne oa ann dra-ma nemed eunn taol maji, kerkouls hag ar pez a ioa dija c’hoarvezet araok. Var gement-se evelato ar gouarner en em dennaz kuit, hag a gargaz Aspasius, he eil, da varn ar Zantez enn he blas.

Aspasius a goundaonaz Agnes da veza devet ez veo ; mes, pa oue stlapet enn tan, ar flammou en em rannaz dre ann hanter, hag a lezaz ar Zantez e kreiz heb ober drouk ebed d’ezhi. O velet ar burzud nevez-se, ar barner