Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/624

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
616
8 a Vengolo
ginivelez ar verc’hez vari



ann eizved devez a viz guengolo


GINIVELEZ AR VERC’HEZ GLORIUZ VARI
————



Da genver ann deiz-ma, ann Iliz a lavar d’ar Verc’hez enn he offis : « — Ho kinivelez, o Guerc’hez mamm da Zoue, a zo bet eur c’helou a joa evit ar bed holl ; rak ac’hanoc’h-hu eo ganet ann heol a justis, Jezuz-Krist, hor Zalver, ann hini en deuz lamet divarnomp ar valloz ha skuillet ar vennoz enn he flas, ann hini a zo bet treac’h d’ar maro hag en deuz gounezet d’eomp evelse ar vuez a bado da viken. »

Evit guir, ar Verc’hez o tont er bed a roe da anaout oa prest ann Env d’en em unani gant ann douar hag edo adarre doriou ar baradoz o vont da zigeri evit bugale Adam. Bez’ez oa ar verelaouenn a verke oa erru erfin ann amzer a c’hras, a drugarez hag a bardoun, a c’hortozet abaoue tost da bevar mil bloaz. Digas a rea eta ganthi joa hag esperans evit ann holl, evit ar bec’herien kouls hag evit ann dud just, ha setu perak ive, n’euz fors piou e vemp, ar gouel-ma a dle beza evidomp eunn devez a joa hag a laouenedigez, p’e guir ez eo devez ginivelez mamm hon Doue hag hor mamm hon-unan. Rak mamm Jezuz a zo ive mamm d’eomp holl ; ha n’e ket hebken hor mamm eo, mes bez’ez eo c’hoaz hor patrounez hag hon alvokadez gallouduz dirak he Mab.

Ar Verc’hez Vari a c’hanaz e kear Nazareth, tregont leo diouz Jerusalem, er bloaz 3988 abaoue m’oa krouet ar bed. Sant Joachim, he zad, ha santez Anna, he mamm, oa ann daou zen santela euz ho amzer. Petra bennag n’oant ket pinvidik, e tiskennent ho daou a lignez huel, rak sant Joachim a ioa euz a lignez ar roue David, santez Anna euz a lignez ar belek braz Aaron. Evelse, goad ar rouaned ha goad ar veleien euz al lezenn goz a ioa kemmesket e goazied ann hini a dlie beza mamm