Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/631

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
11 a Vengolo
623
sant pasiant, eskop

magajennou-ze a c’hreun prenet ganthan, e roe ar greun-ma evit netra da gement hini en deveze ezomm, n’e ket hebken e kear hag enn eskopti Lion, mes enn holl geariou all a ioa etre Lion ha Marseill.

Ne c’houfe den lavaret da bed kant ha da bed mil e saveteaz ho buez dre he largentez ; rak kas a reaz ive aluzennou da beorien ann Aovergn hag ann Akiteen, hag evelse e oue e guirionez evit ar Frans ar pez m’oa bet Joseph guech all evit ann Ejipt.

E kreiz he oberiou a drugarez, Pasiant ne ankounac’hea ket ann eneou a ioa enn he garg. D’ann ampoent-se, ez oa eur maread heretiked enn eskopti Lion ; mes ar Zant a c’hounezaz kalz anezho d’ar guir feiz, ken dre nerz he brezegennou, ken dre he zousder enn ho c’henver. Evit maga ann devosion etouez ann dud fidel, e lakeaz rapari ann ilizou a ioa fall dija, ha sevel renevez el leac’h ma veze ezomm.

Pasiant a roe leinou braz avechou enn he di, mes he-unan e rea pinijenn. Roue ha rouanez ar Bourgogn a ioa neuze o chom e Lion, hag a ioa souezet o velet pegen nebeut e tebre ha pegement e kastize he gorf dre ar iun. Er bloaz 475, ez eaz da gonsil Arles, el leac’h ma oue remerket he spered lemm hag he skiant, hag er bloaz 491 e varvaz leun a veritou, goude beza gouarnet iliz Lion epad pevar bloaz var ’nn ugent.


SONJIT ERVAD

« Guelloc’h eo ober aluzenn, eme ar Skritur Sakr, eget dastum berniou aour hag arc’hant. » « — Beza zo tud, eme levr ar Proverbou, hag a ro lod d’ar re all euz ar pez o deuz, hag ho danvez ne ra nemed kreski ; ha beza zo tud, er c’hountrol, hag a gemer tra ar re all, hag a jom ato paour. » Setu perak Tobias a lavare d’he vab : « Grit aluzenn gant ho tanvez, ha ne zistroit ket ho taoulagad divar ar paour, evit na deui ket Doue da zistrei he re divarnhoc’h. Mar oc’h euz kalz, roit kalz ; mar oc’h euz nebeut, roit a galoun vad euz ann nebeut oc’h euz. » Kemerit ar c’homzou-ze evel pa vent bet lavaret d’oc’h hoc’h-unan. N’eo ket hebken lavariou hag oberou ann amzer goz eo a zeu d’hor c’helenn var gement-ma. A dost d’eomp e kavomp ive kenteliou euz ar re gaera.

Epad ar gernez a oue er beg douar-ma d’ar bloavez mil seiz kant daou-ugent, eunn den a Iliz euz eskopti Kerne, goude beza roet d’ar beorien kement en doa, a brenaz var dermen eur c’halz ed evit sikour ann dud ezommek. D’ar memez mare, eunn ozac’h pinvidik euz eskopti