gloc’her, rak n’oa kloc’her ebed d’ann ampoent, ha Gi a jomaz dioc’htu : eunn dudi oa evithan sonjal e vije bepred var dro ti ann Aotrou Doue.
Al labour en doa da ober oa skuba ann iliz, sini ar c’hleier, respount ann offerennou, renka ar bokedou var ann aoteriou, ha delc’her peb tra enn urs er sekreteri. Hogen, biskoaz kloc’her ne reaz guelloc’h eunn hevelep labour. Gi ne roe ket a amzer d’ar boultrenn da staga e nep leac’h, na d’ar c’hinid da steui ho guiad, ken aketuz oa d’ho c’has kuit kerkent ha m’ho remerke. Evelse, ma n’oa ket peb tra kaer ha skeduz enn iliz Laeken, da vihana peb tra a veze ato neat ha kempenn.
Ar c’hloc’her devot-ma ne ziskuize dioc’h he labour nemed oc’h en em deuler d’ann daoulin dirak eunn aoter bennag pe dirak imach ar Verc’hez, hag aliez e tremene darn euz ann noz o vedita. Mes gant ann dra-ze oa bepred humbl ha Jaouen e kenver ar re o deveze ezomm da gomz outhan, ha setu perak oa karet hag istimet gant ann holl.
He c’hounidegez n’oa ket braz ; mes, o veza m’oa boaz da iun ha da veva gant nebeut a dra, e c’helle c’hoaz rei kalz sikour d’ar beorien. O velet pegen troet oa da ober aluzenn, eur marc’hadour euz a Vruseell hen aliaz da vont daou-hanter ganthan var he gommers, var digarez ma c’hounezche muioc’h evelse ha ma c’hellje ive dre eno ober muioc’h a vad d’ar paour. Gi en em lezaz da veza touellet, ha setu hen ha kuitaat he blas, heb goulenn kuzul digant den, evit heul ar marc’hadour. Mes ne zaleaz ket da anaout oa kouezet enn eur roued stegnet dirazhan gant ann drouk-spered.
Eul lestr, karget a varc’hadourez hag en doa he lod ennho, a oue kollet marc’hadourez hag all pa oa prest dija da erruout er porz. Raktal Gi a zigoraz he zaoulagad hag a velaz sklear oa faziet o chench micher euz he benn he-unan. Kement a geuz en devoue ma lakeaz enn he spered mont da bardouna da Rom ha da Jerusalem evit ober pinijenn euz he faot.
Seiz vloaz e oue oc’h ober he veach, ha p’edo o tistrei d’ar gear, ez eaz adarre var he giz evit ober koumpagnunez da eur chaloni a Anderlek a ioa en em gavet