Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/638

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
630
14 a Vengolo
gouel ar groaz savet

skourrou olivez ha goulou var elum, evit diskouez ar blijadur en doa o velet adarre guir groaz Jezuz-Krist etre daouarn ann dud fidel. Er bloaz varlerc’h, ann impalaer a ieaz he-unan da gas ar c’hoat sakr da Jerusalem, hag enn eur erruout eno e sammaz anezhan var he ziouskoaz evit he zougen betek menez Kalvar. Mes, p’edo o tremen dre ann or a sko var hent ar menez, ec’h en em gavaz dalc’het enn he za enn eunn taol kount egiz pa vije unan bennag o viret outhan da vont larkoc’h. Heraklius n’oa ket evit koumpren petra zinifie ann dra-ze ; mes Zakarii, patriarch Jerusalem, a lavaraz d’ezhan : « — Diouallit, Prins, na veac’h gant ho tillad a impalaer re zishenvel dioc’h hor Zalver p’edo o tougen ar groaz-se he-unan. Jezuz-Krist a ioa guisket paour, ha c’houi a zo ganehoc’h eur vantell alaouret ; Jezuz-Krist ne oa nemed spern enn dro d’he benn, ha var hoc’h hini-c’houi ez euz eur gurunenn berlez ; Jezuz-Krist a ioa diarc’henn, ha c’houi a zo ho poutou enn ho treid. »

Ann impalaer a dennaz raktal he vantell alaouret, he gurunenn hag he voutou, ha kerkent e c’hellaz mont araok adarre ha dougen ar guir groaz betek iliz bez hor Zalver. Eno e oue lakeat el leac’h m’edo kent, hag hirio e reomp ar memor euz ann deiz ma oue kaset evelse d’he flas koz gant eur zolanite vraz, goude beza bet pevarzek vloaz etre daouarn ar Persed. Ar re-ma n’o doa ket digoret ar voest arc’hant m’edo ar c’hoat sakr ennhi ; rak ar ziell a ioa chomet ato var ar voest-se keit ha m’oa bet gantho. Mes da genver ann deiz-ma e oue digoret, hag ar guir groaz a oue lakeat a vel d’ar bobl evit ma c’hellje ann holl he adori.


SONJIT ERVAD

Dre ar groaz eo oc’h bet prenet, ha dreizhi e resevit c’hoaz ar pardoun euz ho pec’hejou ha kement gras a zeu d’ehoc’h euz ann env. Bezit eta bepred leun a respet, n’e ket hebken evit guir groaz hor Zalver, mes ive evit ann holl groaziou all abalamour ma’z int imach eben, ha ne dremenit morse ebiou da eur groaz heb he zaludi gant devosion.

Ho poaniou a gorf pe a spered a zo evel eul loden euz Kroaz ho Salver digaset d’ehoc’h gant Doue. Boazit eta ho digemeret hag ho dougen a galoun vad, pa roont d’ehoc’h henveledigez gant Jezuz.