Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/64

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
56
22 a C’henver
sant visant, merzer

evidhoc’h, Dasian, ha kinnigit ezans d’ezho mar kirit; evidon-me, ne anavezann nemed eunn Doue, ann hini en deuz great euz a netra ann env hag ann douar, ha ne c’houlennann ket guell eget skuill va goad evit gloar ann Doue-ze, ha dre garantez evit Jezuz-Krist, he Vab, a zo maro var ar groaz evit hor prena. »

Neuze ar gouarner a roaz urs d’he vourrevi enn eur feson skrijuz. Da genta, e oue staget var he c’hourvez oc’h eur peul teo hag hirr, ha goudeze e oue chachet var he dreid gant kerdinn ken a zeuaz he eskern euz ho flas. Goudeze c’hoaz e oue roget he gof d’ezhan tu ha tu gant ivinou houarn ken a oa dizolo he vouzellou. Ann dra-ma zoken a oue great betek diou pe deir guech : ar vourrevien, goude beza lezet ar gouliou da zerra eunn tammik, a gemere plijadur ouz ho digeri a nevez. Erfin, e oue astennet var eur c’hrill a ioa tan braz dindanhi, ha var he stomok e oue lakeat, ouspenn, eur feuillenn houarn ruz. Evelse e oue devet-holl ar c’hig enn dro d’he eskern, hag heb dale ne oa mui nemed ar relegou anezhan.

Hogen, ar Zant a ioa laouen e kreiz ann holl boaniou-ze. Lavaret e vije edo enn he blijadur epad ma roget he gorf gant ivinou houarn, ha var eur guele roz epad m’oa astennet var ar c’hrill. Chom a rea eno heb flach, he zaoulagad savet etrezek ann env hag he spered e peoc’h. Anat eo ne oa nemed Doue hag a c’hellje rei d’ezhan eunn nerz-kaloun ker burzuduz.

Goulskoude, Dasian a egare o velet ne rea ar Merzer van ebed, kaer a ioa he vourrevi. Ordren a eure he gas d’ar prizoun enn dro, hag he lakaat da c’hourvez var dammou podou torret goude ma vije bet hualet he dreid. Mes enn noz varlerc’h eur sklerijenn euz ann Env a baraz er prizoun enn eunn taol kount. Hualou Visant a dorraz, ann tammou podou m’oa gourvezet varnho a oue evel chenchet e bokedou a c’houez vad, ha setu hen da zevel he vouez evit kana meuleudiou ann Aotrou Doue asambles gant ann elez ; rak ann elez eo a ioa deuet d’he velet evit dousaat he boan hag he c’helver da vont gantho d’ar baradoz. Ar gardia-