Goude beza bet pevarzek pe bemzek miz o veva dindan guz, Siprian a zistroaz da Garthaj, hag a asamblaz eno eur c’honsil evit koundaoni ar chismatiked, da lavaret eo, ar pennou skanv hag ourgouilluz a felle d’ezho en em zevel a enep ho eskop pe a enep ar pab. Ne esperne netra evit maga ar feiz hag ann devosion e kalounou ar gristenien, ha skriva a eure eur maread levriou kaer evit difenn ar relijion hag ann Iliz, ha deski d’ann holl ar guir feson d’en em zantifia e kreiz poaniou ha trubuillou ar vuez-ma.
Enn amzer ann impalaer Valerian, e tirollaz ar bersekusion goasoc’h eget biskoaz, hag enn dro-ma Siprian a oue galvet dirak Patern, gouarner ann Afrik. « — Pe hano oc’h euz ha petra oc’h ? » eme Batern. « — Kristen ounn hag eskop, eme Ziprian. Ne anavezann nemed eunn Doue, ann hini en deuz krouet ann env, ann douar, ar mor, ha kement tra a zo ennho. Ann Doue-ze eo a zervichomp ken entrezomp kristenien. » Var gement-se ar gouarner her c’houndaonaz da guitaat Karthaj ha da vont da jom da Gurub, dek leo ac’hano.
Etre daou, Galer a oue hanvet da c’houarner enn Afrik e plas Patern. Ar gouarner nevez a gemennaz d’ar Zant dont adarre da Garthaj, hag a benn eunn tachad goude, her galvaz ive dirazhan hag e komzaz outhan evelhenn : « — C’houi eo ann hini a zo bet eskop ha tad ann dud-se a reer kristenien anezho ? » « — Ia, me eo, eme Ziprian. » « — Mad, ann impalaered a ro urs d’ehoc’h da adori ho doueou. » « — Ne c’hellann ket senti ouz ann urs-se, eme ar Zant. » « — O pezet muioc’h a zamant d’ho puez, eme ar gouarner. » « — Grit ar pez a zo gourc’hemennet d’ehoc’h, eme Ziprian erfin. »
Neuze Galer, goude beza kemeret ali ar varnerien a ioa enn dro d’ezhan, a goundaonaz ar Zant da veza dibennet. « — Doue ra vezo meulet ! » eme Ziprian o klevet ar zetans-se. He verzerenti a erruaz d’ar 14 a viz guengolo euz ar bloaz 258.