Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/649

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
20 a Vengolo
641
sant eustach hag he goumpagnunez


Korf sant Janvier a oue kaset divezatoc’h da gear Napl, el leac’h ma’z euz kalz a zevosion evithan. Eno e virer ive eur vuredad euz he c’hoad, ha dre eur burzud hag a bad ouspenn pemzek kant vloaz zo, ar goad-se, kaledet ha pouloudennet gant ann amzer, a deu da danoaat ha da virvi kerkent ha ma vez tosteat ouz penn ar merzer kalounek.


SONJIT ERVAD

Ar mirakl great e kenver ar gouarner Timothee a reaz da dost pemp mil paian anaout ar virionez euz ar relijion gristen ; mes he-unan e chomaz aheurtet enn he zallentez a spered goude beza bet pareet dioc’h he zallentez a gorf. N’e ket heb abeg e Tavar Abraham da Lazar, e parabolenn ar fals pinvidik : « — Ar re ne zelaouont na Moizes, nag ar bropheted, ne rafent ket muioc’h a van ha pa deufe unan bennag euz a douez ar re varo da brezeg d’ezho. » N’euz netra diesoc’h eget lakaat eur pec’her aheurtet da zistrei ouz Doue ; diouallit eta dreist peb tra ouz ann aheurtamant-se.




ann ugentved devez a viz guengolo


SANT EUSTACH HAG HE GOUMPAGNUNEZ, MERZERIEN
————



Eustach a ioa kabiten enn arme ann impalaer Trajan, hag eur c’habiten brudet dre he vaillantiz. Pinvidik-mor oa gant ann dra-ze ha mad d’ar paour, petra bennag ma’z oa paian. Eunn devez m’edo o chaseal var eur menez e velaz eur c’haro braz-braz a bell, hag e c’hoanteaz he baka. Hogen, a greiz ma rede var he lerc’h, e remerkaz enn eunn taol kount etre he gerniel imach hor Zalver stag ouz ar groaz, hag ann imach-ma a gomzaz outhan evelhenn : « — Perak e teuit-hu var va lerc’h evelse ? Me eo Jezuz-Krist a henorit heb he c’houzout, hag hoc’h aluzennou a zo pignet betek ennon. »

Eustach a oue ker spountet o klevet kement all ma kouezaz divar he varc’h ha ma chomaz eunn heur semplet. Pa zizemplaz, ar vouez en doa klevet a lavaraz d’ezhan adarre : « — Me eo Jezuz-Krist, ann Doue en deuz