betra e komzit-hu evelse ho taou, ha perak eo ken tenval-ze ho penn ? » Kerkent Kleophas a respountaz : « — Petra ! c’houi zo eta eunn divroad ma ne c’houzoc’h ket ar pez zo c’hoarvezet e Jerusalem enn deiziou-ma ? » « — Pe seurt ’ta ? » eme hor Zalver.
« — N’oc’h euz ket klevet hano, eme ann daou ziskib, euz a Jezuz a Nazareth, eur prophet braz hag a rea a bep seurt miraklou ? Ni a grede oa hennez ar Mesias a c’hortoze ar bobl a Israel ; mes prinsed ar veleien hag ar pennou braz euz a gear o deuz lakeat he goundaoni d’ar maro, ha setu hirio ann trede deiz baoue m’eo erruet ann dra-ze. Hogen, spountet oump bet gant merc’hed euz hon touez, a ioa eat mintin mad d’he vez ha n’ho deuz ket kavet he gorf. Mes elez o deuz guelet, emezho, hag ann elez-se a lavare oa adarre leun a vuez. Raktal hiniennou ac’hanomp a zo redet ive d’ar bez, hag o deuz anavezet oa guir ar pez o doa kountet ar merc’hed. »
Var gement-ma, hor Zalver a lavaraz d’ann daou ziskib : « — Na c’houi zo berr ho spered, ha poud da gredi ar pez zo bet diskleriet gant ar bropheted ! Daoust ha n’oa ket red d’ar C’hrist gouzanv ar poaniou en deuz gouzanvet abarz kemeret perz enn he c’hloar? » Goudeze, enn eur vont euz ann eil levr d’egile euz ar Skritur Sakr, azalek levriou Moizes betek skridou ar bropheted, e tiskouezaz d’ezho sklear ar pez a ioa merket eno divar he benn.
O veza digouezet evelse e bourg Emmaus, Jezuz a reaz ann neuz da skei larkoc’h. Mes ann daou ziskib a lavaraz d’ezhan : « — Chomit ganeomp-ni, Aotrou, rak pardaez eo dija, ha bremaik ema noz. » Hor Zalver a jomaz, hag a ieaz gantho da di Gleophas. Eno e kemeraz eunn tamm bara ha goude beza he venniget hag he rannet etre daou, her c’hinnigaz da zibri d’ann daou ziskib. Kerkent e tigoraz daoulagad ar re-ma, hag ec’h anavezchont ho Mestr. Mes kerkent ive ne veljont mui Jezuz, ha setu hi da lavaret ann eil d’egile : « — Ha n’e ket guir, hor c’haloun a lamme enn hor c’hreiz dre ma komze ouzomp hed ann hent ? » Kleophas hag he