Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/663

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
26 a Vengolo
655
sant siprian ha santez justina

dispar, hag eunn devez m’edo o vont d’ann iliz, eunn alvokad paian euz a gear he remerkaz, ha prest goude e c’houlennaz anezhi da bried. Mes Justina e doa dija great he zonj da jom bepred guerc’hez, hag a roaz distro d’ann alvokad.

Hema neuze, dallet gant ann amourouzded, a ieaz da gaout Siprian, hag a lavaraz d’ezhan enn eur denna daou loiz aour euz he c’hodell : « — Anaout a rit-hu enn Antioch eur gristenez iaouank, hanvet Justina ? Mar gellit, dre eunn taol maji, lakaat hounnez d’am c’haret, ann daou loiz aour-ma a vezo d’ehoc’h. »

Ar sorser a respountaz e raje ar pez a c’houlennet diganthan, ha raktal e c’halvaz ann diaoul d’he zikour. Epad teir nozvez dioc’htu, ann diaoul a implijaz he holl ardou evit trei kaloun Justina ; mes koll a reaz he boan, hag ar gristenez iaouank her c’hasaz bep vech divar he zro enn eur ober sin ar groaz hebken. Abarz ar fin ann diaoul a anzavaz oc’h Siprian n’en doa galloud ebed var guir zervicherien Jezuz-Krist.

Ar c’homzou-ma a ieaz doun e spered Siprian. « — Me zo sot, emezhan, o servicha ann drouk-spered, mar d-eo Jezuz-Krist treac’h d’ezhan. » Kerkent e redaz d’en em strinka da dreid eur belek santel, he hano Euzeb, enn eur lavaret : « — Hiviziken me fell d’inn adori Doue ar gristenien. » Euzeb her briataz gant karantez ha gant joa, ha goude beza he gelennet var guirioneziou ar relijion, e pedaz ann eskop Anthim d’he vadezi.

Divar neuze ar majisian braz n’en devoue mui ken sonj nemed da ober pinijenn evit he bec’hejou tremenet. Dija en doa devet he levriou milliget ; mes ann dra-ma ne oue ket aoualc’h d’ezhan. Diskleria a eure dirak ann holl dud fidel ne oa bet diagent nemed eunn troumpler hag eur fallakr, hag en despet da gement-se ne ehane da vouela ha da hirvoudi enn eur lavaret : « — Siouaz d’inn ! siouaz d’inn ! Petra am euz-me great bete vrema ! » Mes ar belek Euzeb a roe nerz d’he galoun enn eur gomz d’ezhan euz a vadelez hag euz a drugarez ann Aotrou Doue.

Epad ann amzer-ze, ar gristenez iaouank Justina a iea